(36) Daoust ha diganeoc’h-hu eo deuet Ger Doue, pa daoust ha beteg enoc’h-hu hep-ken e vefe deuet ?
(37) Mar d’euz unan-benag hag a sonj dezhan beza profet, pe kaoud Spered Doue, ra anzavo penaos an traou a scrivan deoc’h a zo gourc’hemenou a-berz an Aotrou. (38) Ha mar d’euz unan-benag hag a fell dezhan choum heb anaoudegez var gement-man, ra choumo.
(39) Evel-se eta, breudeur, desirit gant nerz an donezon da c’hallout profetisa, ha na zifennit ket ouz an den komz langachou estranjour. (40) Ra vezo great pep tra deread ha gant reiz.
IGAS a ran da zonj deoc’h, breudeur, euz an Aviel em euz prezeget deoc’h, hag hoc’h euz recevet, hag en pehini e kendalc’hit ferm, (2) dre behini ive ez oc’h salvet, mar hen dalc’hit evel ma em euz hen prezeget deoc’h ; anez ne dalfe netra deoc’h beza credet. (3) Hogen, disket em euz deoc’h, da genta, ar pez em boa va-unan recevet : penaos ez eo marvet ar C’hrist evit hor pec’hejou, hervez ar Scrituriou ; (4) ha penaos eo bet sebeliet, hag ez eo resussitet an trede deiz, hervez ar Scrituriou ; (5) penaos eo bet gwelet gant Cephas, ha goude-ze, gant an daouzec ; (6) goude-ze, eo bet gwelet, en eur vech, gant ouz-pen pemp kant breur, euz a bere unan-benag a zo maro hag an darnvuia a zo c’hoas beo. (7) Goude-ze, eo bet en em diskouezet da Jakes, ha neuze d’an holl ebestel, (8) ha goude ar re all, ez eo ive en em diskouezet d’in-me, evel da eur c’hrouadur ganet araog an termen. (9) Rag me a zo an distera euz an ebestel, me pehini n’oun ket dign da veza galvet abostol, rag persecutet em euz Iliz Doue. (10) Mes dre c’hras Doue ez oun ar pez ma’z oun ; hag he c’hras pehini a zo bet roet d’in, n’eo ket bet didalvoudus ; mes labouret em euz kalz muioc’h egethe holl ; n’e ket me koulskoude, mes gras Doue pehini a zo ganen. (11) Evel-se eta, pe eo me, pe int a brezeg, setu aze ar pez a brezegomp, ha setu aze ar pez hoc’h euz credet.
(12) Hogen, mar prezeger ez eo resussitet ar C’hrist a-douez ar re varo, penaos e teu hinienou en ho touez da lavaret n’euz ket a resurrection ar re varo ? (13) Mes mar n’euz ket a resurrection evit ar re varo,