beteg an eost ; hag en amzer an eost e livirin d’ar vederien : Tennit da genta an ivre, hag ereit anezhe a horzennou evit ho devi ; mes dastumit ar gwiniz em greuniel.
(31) Eur barabolen all a broposaz dezhe, hag e lavaraz : Rouantelez an envou a zo henvel ouz eur c’hreunen moutard kemeret gant eun den hag hadet ganthan en he bark ; (32) hou-man eo ar bihana euz an holl hadou ; mes pa eo cresket, ez eo brassoc’h eged al louzou, hag e teu da veza eur vezen, en hevelep doare ma teu lapoused an env, hag e neiziont en he brancou.
(33) Lavaret a reaz dezhe ar barabolen all man : Bouantelez an envou a zo henvel ouz ar goell kemeret gant eur vaouez, ha lakeat ganthi en tri muzulat bleud, bete ma vefe goet holl.
(34) Jesus a lavaraz an holl draou-ze d*ar bobl en parabolennou, ha na gomze ket outhe hep parabolen. (35) En hevelep doare ma oe accomplisset ar pez a oa bet lavaret dre ar profet, en eur lavaret : Digeri a rin va genou en parabolennou, discleria a rin traou hag a oa kuzet abaoe crouidigez ar bed,
(36) Neuze Jesus, o veza kasset kuit ar bobl, a ieaz en ti ; hag he ziskibien a dostaaz outhan, o lavaret : Displeg deomp parabolen an ivre er park. (37) Hen a respontaz hag a lavaraz dezhe :
(38) An hini a had an had mad, eo Mab an den ; ar park, eo ar bed ; an had mad, eo bugale ar rouantelez ; an ivre, eo bugale an drouk-spered ; (39) an enebour hen deuz hadet anezhan, eo an diaoul ; an eost, eo fin ar bed ; hag ar vederien eo an elez. (40) Evel eta ma tastumer an ivre ha ma tever anezhan en tân, evel-se e c’hoarvezo da fin ar bed. (41) Mab an den a gasso he elez, hag e tennint er meaz euz he rouantelez an holl skoueriou fall hag ar re a ra fallentez ; (42) hag e sklapint anezhe er fournes tân ; eno e vezo gwelvan ha skrign-dent. (43) Neuze an dud just a lugerno evel an heol en rouantelez ho Zad. Ra zelaouo an neb hen deuz diou-skouarn da glevet.
(44) Rouantelez an envou a zo c’hoas henvel ouz eun tenzor kuzet en eur park, pa gav an den anezhan, hen kuz ; ha gant ar joa hen deuz, ez a, hag e verz kement hen deuz, hag e pren ar park-se.
(45) Rouantelez an envou a zo c’hoas henvel ouz eur marc’hadour hag a glask perlez kaer, (46) pehini, o veza kavet eur