Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/352

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
( 343 )


EIL LIZER SANT PAOL, ABOSTOL,
D’AR
GORINTIED.


————


CHABISTR I.


PAOL, abostol Jesus-Christ, dre volontez Doue, hag hor breur Timoteus, da Iliz Doue a zo e Corint, ha d’an holl Zent a zo en holl Akaia. (2) Gras ha peoc’h deoc’h a-berz Doue hon Tad, hag a-berz an Aotrou Jesus-Christ !

(3) Ra vezo benniget Doue, a zo Tad hon Aotrou Jesus-Christ, Tad an trugarezou, hag an Doue a bep consolation, (4) pehinï a gonsol ac’hanomp ekreiz hon holl enkreziou, evit ma c’hellimp ive consoli ar re holl a zo en eun enkrez-benag, dre ar gonsolation gant pehini omp consolet hon-unan gant Doue. (5) Rag, evel ma cresk souffransou ar C’hrist enomp, evel-se ive e cresk hor c’honsolation dre ar C’hrist. (6) Hogen, pa’z omp enkrezet, kement-se a zo evit ho consolation hag ho silvidigez, pehini a zeu d’en em ober, pa c’houzanvit gant patianted ar memeus souffransou a c’houzanvomp hon-unan ; ha pa’z omp consolet kement-se a zo evit ho consolation hag ho silvidigez, (7) (hag an esperans hon euz divar ho pen a zo krenv), dre ma c’houzomp penaos, evel ma hoc’h euz lod er poaniou, evel-se ive ho pezo lod er gonsolation. (8) Rag, breudeur, na fell ket deomp e choumfac’h heb anaoud an drubuil a zo bet c’hoarvezet ganeomp en Azi, penaos ez omp bet gwall-vac’het, dreist hon nerz, en hevelep doare m’hon doa zoken kollet an esperans da zerc’hel hor buez. (9) Hag en em gonsideremp hon-unan evel tud condaonet d’ar maro, evit ne lakejemp ket hor fizians enomp hon-unan, mes en Doue pehini a laka ar re varo da resussita ; (10) pehini hen deuz hon delivret hag a zelivr ac’hanomp euz a eur seurt maro ; hag esper hon euz e telivro ac’hanomp c’hoas ; (11) o veza ive sicouret ganeoc’h-hu dre ho pedennou evidomp, evit, evel m’hon euz recevet ar c’hras-se dre galz a dud, ma vezo