Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/354

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
345
II. CORINTIED, III.

deoc’h evel-se, evit pa vezin erruet, n’em bezo ket a dristidigez digant ar re a dlefe rei joa d’in ; rag fizians em euz enoc’h holl penaos e rit holl ho choa euz va hini-me.

(4) Rag scriva a riz deoc’h en eun drubuil vraz, gant eur galon leun a enkrez, ha gant fors daelou ; n’e ket evit ho klac’hari, mes evit rei da anaoud ar garantez dreist muzur em euz en ho kenver. (5) Mar hen deuz unan-benag roet tristidigez, n’e ket me va-unan hen deuz glac’haret, mes c’houi holl, da vihana en eun doare-benag, rag ne fell ket d’in lavaret en tu-all d’ar wirionez. (6) Awalc’h eo d’eun hevelep den, beza bet punisset gant an niver brassa euz an dud, (7) en hevelep doare ma tleit kentoc’h pardoni dezhan hag he gonsoli, gant aoun na vez mantret gant eun dristidigez re vraz. (8) Abalamour da ze e pedan ac’hanoc’h da ziskouez ho karantez en he genver. (9) Rag evit se eo em euz scrivet deoc’h, evit galloud anaoud, en eur amproui ac’hanoc’h, ha c’houi a zo sentus e pep tra. (10) An hini eta da behini e pardonit, me ive a bardon dezhan ; (rag evidoun-me, ar pez em euz pardonet, mar em euz pardonet, eo abalamour deoc’h), dirag Jesus-Christ, (11) evit ne vezo ket Satan treac’h deomp ; rag anaoud a reomp ar pez a c’hoanta ober.

(12) Hogen, pa zeuiz da Droas, evit prezeg Aviel ar C’hrist, petra-benag ma hen doa digoret an Aotrou eun nor d’in, (13) na gaviz ket a repos em spered, abalamour ne gaviz ket eno Titus, va breur ; rag-se, goude beza kimiadet ouz ar breudeur, e teuiz d’ar Macedonia. (14) Hogen, ra vezo rentet grasou da Zoue pehini a ra deomp beza bepred treac’h er C’hrist, ha pehini a skuil dre enomp-ni ar c’houez euz he anaoudegez e peb leac’h. (15) Rag ni eo ar c’houez vad euz ar C’hrist dirag Doue, evit ar re a zo salvet hag evit ar re a ia da goll ; (16) d’ar re-man, eur c’houez a varo, hag a laka da vervel ; ha d’ar re all, eur c’houez a vuez, hag a laka da veva. Ha piou a zo barec evit an traou-ze ? (17) Rag ni ne droomp ket en faoz Ger Doue, evel ma’z euz kalz hag a ra ; mes komz a reomp gant gwirionez, evel a-berz Doue, dirag Doue, er C’hrist.


CHABISTR III.


HA commans a refomp-ni, adare d’en em recommandi hon-unan, pe daoust ha ni hon euz ezom, evel