Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/359

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
350
II. CORINTIED, VII.

an dismegans, e-kreiz ar vrud fall hag ar vrud vad ; (9) o veza tremenet evit tromplerien, ha ni gwirion koulskoude ; evel tud ha n’int anavezet gant den, ha ni anavezet mad ; evel tud o vervel, ha ni beo koulskoude ; evel tud kastizet, mes hep beza lakeat d’ar maro ; (10) evel tud glac’haret, ha ni joaüs bepred ; evel peorien, ha ni o pinvidikaad meur a hini ; evel tud ha n’ho deuz netra, ha ni o kaout pep tra.

(11) O Corintied, abalamour deoc’h eo hon euz digoret hor genou ! Deuet eo hor c’halon da veza frankoc’h. (12) N’eo ket henk varnoc’h enomp-ni ; mes ho calon-hu a zo henkeet. (13) Hogen, evit ober d’in evel ma ran deoc’h (komz a ran ouzoc’h evel ouz va bugale), frankait ive ho calon.

(14) N’en em lakit ket dindan ar memeus ieo assambles gant an dud difeiz ; rag daoust pe seurt henveledigez a zo etre ar justis hag ar fallentez ? ha pe seurt accord a hell beza etre ar sclerijen hag an devalijen ? (15) Pe seurt union a hell beza etre ar C’hrist ha Belial ? pe daoust pe seurt lod a hell an den a feiz kaout gant an den difeiz ? (16) Petra hen deuz templ Doue da ober gant an idolou ? Rag c’houi eo templ an Doue beo, evel ma hen deuz Doue lavaret : Me a choumo en ho c’hreiz hag e valein en ho zouez ; me a vezo ho Doue, hag int a vezo va fobl. (17) Rag-se deuit er meaz euz ho zouez, ha dispartiit diganthe, eme an Aotrou, ha na douchit ouz netra a vez impur, ha me ho tigemero ; (18) ha me a vezo Tad deoc’h, ha c’houi a vezo mibien ha merc’hed d’in, eme an Aotrou holl c’halloudec.


CHABISTR VII.


EVEL ma hon euz eta, breudeur muia-karet, an hevelep promessaou, en em netaomp hon-unan euz a bep impurete euz ar c’hig hag euz ar spered, o peurachui hor sanctification en doujans Doue. Digemerit ac’hanomp en ho calonou ; (2) n’hon euz great gaou ouz den e-bed ; n’hon euz lakeat den da goll he dra ; n’hon euz tromplet den. (3) Na lavaran ket an dra-man evit ho condaoni ; rag lavaret em euz dija penaos emoc’h en hor c’halonou, evit mervel assambles hag evit beva assambles. (4) Komz a ran ouzoc’h gant kalz a hardiegez ; kalz a leac’h em euz d’en em c’hlorifia abalamour deoc’h ; leun oun a gonsolation ; karget a joa em holl afflictionou. (5) Rag,