Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/362

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
353
II. CORINTIED, IX.

at e calon Titus ar memeus sourci evidoc’h ; (17) rag en em roet eo d’am ali, hag ez eo eat en hent, gant muioc’h a hast hag a galon-vad, evit ho kwelet. (18) Kasset hon euz ive ganthan ar breur euz a behini ar veuleudi a zo skulliet en holl Ilizou, evit ar pez a zell an Aviel ; (19) ha n’eo ket a-walc’h kement-se, mes choazet eo bet ive gant an Ilizou, evit dond ganeomp en hor beach, hag evit dougen an aluzennou a c’houarnomp evit gloar an Aotrou he-unan, hag hervez an nerz euz ho polontez-vad. (20) Kemeret hon euz ar brecaution-ze, evit na hello den hon tamal divarben ar gouarnamant euz an aluzennou braz-ze ; (21) o lakaad aket da ober ar pez a zo mad, n’e ket hep-ken dirag an Aotrou, mes ive dirag an dud. (22) Kasset hon euz ive ganthe hor breur, pehini hon euz kavet meur a vech aketus meurbed, hag a vezo c’hoas muioc’h ar vech-man, abalamour d’ar fizians vraz hen deuz enoc’h. (23) Evel-se, evit ar pez a zell Titus, hennes a zo compagnon d’in, ha labourat a ra assambles ganen evidoc’h ; hag evit ar pez a zell hor breudeur, ar re-man a zo kannaded an Ilizou, ha gloar ar C’hrist. (24) Roit eta dezhe, dirag an Ilizou, merkou euz ho karantez, hag euz al leac’h hon euz d’en em c’hlorifia divar ho pen.


CHABISTR IX.


N’EM euz ket ezom da scriva deoc’h divarben ar sicour a zo da rei d’ar Zent. (2) Rag anaoud a ran ho polontez-vad ; euz a behini e tennan meuleudi ouzoc’h dirag ar Vacedonied, o veza ma’z eo prest an Akaia, abaoe varlene, evel ma lavaran dezhe ; hag ho polontez-vad-c’houi he deuz allumet bolontez-vad an niver brassa. (3) Kasset em euz koulskoude hor breudeur, evit na vezo ket hor meuleudi ac’hanoc’h didalvoudus e kement-se, ha ma veot prest, evel ma em euz lavaret ; (4) gant aoun, mar teufe ar Vacedonied assambles ganen, ha mar kavfent ac’hanoc’h hep beza prest, ne deufe kement-se da veza eur sujet a vêz evidomp-ni, rag ne fell ket d’in lavaret evidoc’h-hu, abalamour d’ar veuleudi hon doa tennet euz a gement-se. (5) Rag-se, em euz kavet e oa red pedi ar breudeur da vond araog d’ho kavoud, evit achui da brepari an donezonou ho poa prometet a-ziagent, evit ma vezo prest, nann evel frouez an avaristed, mes evel eul largentez.