apparans ? Mar d’euz unan-benag hag a gred enhan he-unan ez eo d’ar C’hrist, ra gredo eta ive penaos, evel ma’z eo hen he-unan d’ar C’hrist, ni ive a zo dezhan. (8) Ha pa deufen d’en em c’hlorifia c’hoas muioc’h euz ar galloud hon euz bet digant an Aotrou, evit ho krenvaad er feiz ha nann evit ho tiskar, n’em befe ket a vêz euz a gement-se ; (9) evit na vezo ket credet e karfen ober aoun deoc’h dre va lizerou. (10) Rag, eme an dud, he lizerou a zo rust ha leun a nerz ; mes pa vez dirazomp, he zoare a zo sempl, hag he gomz a zo dister. (11) Ra zeuio an hini a gomz evel-se, da gonsideri penaos, evel ma’z omp en hor c’homzou hag en hon lizerou, pa vezomp pell diouzoc’h, evel-se ive ez omp en hon oberou, pa vezomp dirazoc’h. (12) Rag na gredomp ket en em lakaad e renk darn, pere en em veul ho-unan, nag en em gompari ganthe ; ouz en em vuzuri ho-unan dreizhe ho-unan, hag ouz en em gompari ganthe ho-unan, e tiskouezont n’ho deuz ket a skiant. (13) Mes evidomp-ni, n’en em c’hlorifiomp ket en tu-all d’ar pez a zo dleet ; mes hervez ar muzul euz al loden roet deomp gant Doue, evit erruout beteg enoc’h. (14) Rag n’en em astennomp ket pelloc’h eged n’eo dleet, evel pa na vemp ket erruet beteg enoc’h, pa’z eo gwir ez omp arruet gant Aviel ar C’hrist. (15) Ni n’en em c’hlorifiomp ket en tu-all d’ar pez a zo dleet, da lavaret eo, en labouriou ar re-all ; mes an esperans hon euz penaos, pa vezo cresket ho feiz-c’houi, ez aimp kalz pelloc’h, el loden a zo bet merket deomp ; (16) evit prezeg an Aviel er broiou a zo en tu-all d’hoc’h hini ; hep en em chlorifia euz ar pez a zo bet great dija en loden ar re all. (17) Koulskoude an hini a deu d’en em c’hlorifia, ra zeuio d’en em c’hlorifia en Aotrou. (18) Rag n’e ket an hini en em recommand he-unan a vez kavet mad, mes an hini a vez recommandet gant Doue.
LIJET gant Doue ma supportfec’h eun neubeud va follentez ! mes ive, me ho ped, supportit ac’hanoun. (2) Rag me a zo jalous ac’hanoc’h gant eur jalouzi a Zoue, rag hoc’h unanet em euz gant eur Pried hep-ken evit ho prezanti evel eur verc’hez dinam d’ar C’hrist. (3) Mes aoun em euz, ne c’hoarvezfe ganeoc’h evel gant Eva a oe tromplet dre finessa ar