Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/370

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
361
GALATED, I.

hini hen doa ho kalvet d’ar c’hras a Jesus-Christ, o vond ker buhan da eun aviel all ; (7) n’eo ket ma’z euz eun aviel all, mes beza ez euz tud hag a laka ac’hanoc’h e nec’hamant, hag a fell dezhe distrei var an tu-gin Aviel ar C’hrist. (8) Mes ha pa deufemp ni hon-unan, pe eun eal euz an env, da brezeg deoc’h eun aviel dishenvel diouz an hini hon euz prezeget deoc’h, ra vezo milliget ! (9) Evel ma hon euz lavaret c’hoas, evel-se e lavaran adare breman : Mar deu unan-benag da brezeg deoc’h eun aviel dishenvel diouz an hini hoc’h euz recevet, ra vezo milliget ! (10) Rag, pe Doue, pe an dud eo a brezegan-me ? pe daoust ha me a glask plijoud d’an dud ? Mar teufen da blijoud d’an dud, ne vefen ket servicher d’ar C’hrist.

(11) Hen discleria a ran deoc’h eta, breudeur : an Aviel em euz prezeget n’e ket a-berz an den ; (12) rag n’em euz ket he recevet nag he disket digant eun den, mes dre eur revelation a-berz Jesus-Christ. (13) Rag klevet hoc’h euz divarben va c’homportamant gwech-all er relijion judeo ; gant pegement a arrach e persecuten Iliz Doue, hag he distrugen ; (14) ha penaos ez een pelloc’h er relijion ar Judevien eged kalz euz ar memeus oad ganen e-touez va nation, o veza douget dreist an holl evit gizou va zud koz. (15) Mes pa eo bet plijet gant Doue, pehini hen doa va choazet adaleg kov va mam, hag hen deuz va galvet dre he c’hras, (16) diskouez he Vab enoun, evit ma prezegjen anezhan e-touez ar Jentiled ; kerkent em euz hen great, heb selaou nag ar c’hig nag ar goad, (17) ha na zaviz ket da Jerusalem da gavoud ar re a oa ebestel araog d’in ; mes mond a riz en Arabi, hag e tistroiz c’hoas da Zamas.

(18) Neuze, a-ben tri bloaz, e saviz da Jerusalem, da velet Per ; hag e choumiz ganthan pemzec dervez ; (19) mes na veliz hini euz an ebestel all, nemed Jakes, breur an Aotrou. (20) (Hogen, setu aman, er pez a scrivan deoc’h, dirag Doue, na lavaran ket a c’hevier.) (21) Goude-ze ez iz en broiou ar Syri hag ar Cilici ; (22) mes na oann ket anavezet euz va bisach gant Ilizou ar Jude pere a zo er C’hrist. (23) An dra-man hep-ken ho doa klevet : An hini hor persecute gwech-all, a brezeg breman ar feiz, a zistruje diagent ; (24) hag e c’hlorifient Doue abalamour d’in.