EVARZEC vloaz goude, e saviz adare da Jerusalem gant Barnabas, hag e kemeriz ive Titus ganen. (2) Hogen, dre eur revelation eo e saviz di, hag e roiz da anaoud, dreist holl d’ar re a zo ar muia istimet, an Aviel a brezegan etouez ar Jentiled ; gant aoun da redec pe da veza redet en vên. (3) Ha Titus he-unan pehini a oa ganen, ne rankaz ket lakaad he circoncisa, petra-benag ma oa Grek. (4) Ha kement-se a c’hoarvezaz abalamour d’ar fals breudeur a oa antreet en kuz en hon touez, evit gedal al liberte hon euz en Jesus-Christ, ha gallout hon renta en esclavach ; (5) ne fellaz ket deomp, eur momant hep-ken, plega dezhe, evit ma kendalchje ar wirionez euz an Aviel en ho touez. (6) Evit ar pez a zell ar re a zo countet evit beza eun dra-benag, (n’euz fors d’in petra int bet gwech-all, rag Doue ne ra ket a zifferans e-touez an dud), ar re a zo ar muia istimet n’ho deuz lavaret netra d’in. (7) Er c’hontrol, pa veljont e oa bet fiziet enoun an Aviel evit ar re dicirconcis, evel ma oa bet da Ber, evit ar re circonciset, (8) (rag an hini hen deuz labouret da vad en Per, evit hen lakaad da abostol ar Judevien, hen deuz ive labouret da vad enoun-me, evit ar Jentiled), (9) pa anavezaz Jakes, Cephas ha Ian, pere a zo kemeret evel pilierou, ar c’hras a oa bet roet d’in, e rojont d’in ha da Varnabas an dorn a gompagnunez evit m’az ajemp, ni etrezeg ar Jentiled, hag int etrezeg ar re circonciset. (10) Dleoud a remp hep-ken kaout sonj euz ar beorien ; hag ez oun bet aketus d’hen ober.
(11) Hogen, pa zeuaz Per da Antiokia, me a stourmaz outhan en he faç, rag meritoud a rea beza reprenet. (12) Rag dibri a rea assambles gant ar Jentiled, araog ma oe arruet hinienou hag a oa bet kasset gant Jakes ; mes kerkent ha ma oe en em gavet ar re-man, hen en em dennaz hag en em dispartiaz ouz ar Jentiled, gant aoun rag ar re circonciset. (13) Hag ar Judevien all a zissimulaz assambles ganthan, en hevelep doare ma oe Barnabas he-unan gounezet ganthe da heuil ho hipocrizi. (14) Mes, pa veliz penaos ne valeent ket eün hervez gwirionez an Aviel, e liviriz da Ber, dirag an holl : Mar teuez, ha te Judeo, da veva e giz ar Jentiled, ha nann e giz ar Judevien, perag e rez-te d’ar Jentiled ober evel ma ra ar Jude-