se ’ta ar re a gred, a zo benniget assambles gant Abraham pehini hen deuz credet. (10) Mes kement hini hag en em ro d’an oberou euz al lezen, a zo dindan ar valloz, rag scrivet eo : Milliget eo kement den ha na gendalc’h ket da ober an holl draou a zo scrivet e levr al lezen ? (11) N’euz den justifiet dirag Doue dre al lezen, kement-se a zo sclear ; rag : An den just a vevo dre ar feiz. (12) Hogen al lezen na justifi ket dre ar feiz ; mes lavaret a ra : An den hen devezo great an traou-man, a vevo dreizhe. (13) Ar C’hrist hen deuz hor prenet euz a valloz al lezen, o veza bet great malloz evidomp ; (rag scrivet eo : Milliget eo kement hini a zo staget ouz ar c’hoat) ; (14) evit ma teuje ar venediction prometet da Abraham da veza skulliet var ar Jentiled dre Jesus-Christ, ha ma recevjemp, dre ar feiz, ar Spered a oa bet prometet.
(15) Breudeur, komz a ran hervez giz an dud : Pa vez great ha sinet eur chontrat gant eun den, na zeu den d’hen terri, ha na vez lakeat netra ouz-pen varnezhan. (16) Hogen, ar promessaou a zo bet roet da Abraham ha d’he lignez. N’eo ket bet lavaret : D’he ligneou, evel pa vije bet meur a hini ; mes evel pa vije unan hep-ken : Ha d’az lignez, pehini eo ar C’hrist. (17) Setu aman eta ar pez a lavaran : Evit ar pez a zell an allians a oa bet a-ziaraog confirmet gant Doue er C’hrist, al lezen, roet pevar c’hant ha tregont vloaz goudeze, n’he deuz ket gallet he zerri, evit diskar ar bromessa. (18) Rag, mar d’eo euz al lezen eo e teu an heritach, n’eo mui dre ar bromessa. Hogen, Doue hen deuz roet anezhan en gratis da Abraham dre ar bromessa.
(19) Da betra eta ez eo mad al lezen ? Lakeat eo bet assambles gant ar bromessa abalamour d’ar pec’hejou, ken a deuje al lignez da behini e oa bet great ar bromessa ; hag e oe roet dre zorn an elez, ha dre zicour eur mediator. (20) Hogen, eur mediator na zervich ket da unan hep-ken, mes Doue a zo unan hep-ken. (21) Daoust hag al lezen eta a zo a-enep promessaou Doue ? E nep doare ; rag ma vije bet roet eul lezen hag a hellje rei ar vuez, a-dra zur ar justis a deuje euz al lezen. (22) Mes ar Scritur he deuz lakeat pep tra dindan ar pec’hed, evit ma vije roet ar bromessa, dre ar feiz en Jesus-Christ, d’ar re a gred.
(23) Hogen, araog ma oe deuet