Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/374

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
365
GALATED, IV.

ar feiz, e oamp dalc’het da ziwall dindan al lezen, evit ar feiz pehini a dlie beza dizoloet. (24) Evel-se al lezen a zo bet hon rener evit hor c’has beteg ar C’hrist, evit ma vijemp justifiet dre ar feiz. (25) Hogen, ar feiz o veza deuet, n’emomp mui dindan ar rener-ze. (26) Rag c’houi holl a zo bugale da Zoue dre ar feiz en Jesus-Christ. (27) Rag kement hini ac’hanoc’h a zo bet badezet er C’hrist, hen deuz gwisket ar C’hrist. (28) N’euz mui na Judeo na Grek ; n’euz nag esclav na den libr ; n’euz na goaz na maouez ; rag c’houi holl a zo unan en Jesus-Christ. (29) Ha mar d’oc’h d’ar C’hrist, neuze ez oc’h lignez Abraham, hag an h heritourien hervez ar bromessa.


CHABISTR IV.


HOGEN, me a lavar penaos, keit ha ma’z eo an heritour eur bugel, ez eo henvel en pep tra ouz eun esclav, petra-benag ma’z eo mestr var pep tra ; (2) mes choum a ra dindan renerien ha culatored, beteg an amzer merket gant an tad. (3) Evel-se ive ni, pa oamp bugale, e oamp en esclavach dindan kenta genteliou ar bed. (4) Mes, pa’z eo deuet an amzer merket, Doue hen deuz digasset he Vab, ganet euz a eur vreg, ganet dindan al lezen, (5) evit prena ar re a oa dindan al lezen, evit ma teujemp da veza bugale a adoption. (6) Hag, abalamour ma’z oc’h bugale, Doue hen deuz digasset Spered he Vab en ho calonou, hag ar Spered-ze a gri : Abba, O Tad ! (7) Dre-ze n’oud ken eun esclav, mes eur mab, ha mar d’oud eur mab, ez oud ive heritour da Zoue dre ar C’hrist.

(8) Mes en amzer-ze, evit-gwir, dre ne anavezec’h ket Doue, e servichec’h doueou ha n’int ket doueou dre ho natur. (9) Ha breman pa hoc’h euz anavezet Doue, pe kentoc’h pa’z oc’h bet anavezet gant Doue, penaos e tistroit-hu c’hoas d’ar c’henta genteliou dister ha paour-ze, da bere e fell deoc’h plega a-nevez ? (10) Miret a rit gant aked an deiziou, ar miziou, an amzeriou hag ar bloaveziou. (11) Aoun em euz evidoc’h, n’em befe labouret en hoc’h andred, ha kollet va foan.

(12) Breudeur, me ho ped, bezit evel-d’oun, rag me ive a zo eveldoc’h. N’hoc’h euz great gaou e-bed ouzin ; (13) hag anaoud a rit penaos em euz prezeget deoc’h an Aviel araog breman er zempladurez euz ar c’hig ; (14) ha n’hoch euz ket va dispri-