Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/383

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
374
EPHEZIED, IV.

evit labour ar garg a vinistr, evit edification corf ar C’hrist ; (13) ken a vezimp holl deuet da veza a-unan er feiz hag en anaoudegez euz a Vab Doue, e stad eun den parfet, d’ar muzul euz a vent parfet ar C’hrist ; (14) evit na vezimp mui bugaligou, douget ho troet aman hag a-hont gant peb avel a zoctrin, gant tromplerez an dud, hag ho ijin fall da drompla dre finessa ; (15) mes ma teuimp, en eur heuil ar wirionez er garantez, da greski en pep tra, en hini a zo ar pen, ar C’hrist ; (16) euz a behini ar c’horf holl, o veza frammet-mad hag unanet stard assambles, dre ar zicour a zeu dezhan euz he holl juntrou, a denn he grescans, hervez an nerz roet da bep ezel, evit ma vezo edifiet he-unan er garantez.

(17) Setu aman eta ar pez a lavaran hag a destenian aberz an Aotrou : N’ho pezit mui ar memeus comportamant evel ar Jentiled all, (18) pere a heuil ar vanite euz ho spered ; o veza tenvaleet ho intentamant, hag o veza pell euz ar vuez a Zoue, abalamour d’an ignorans a zo enhe, dre ar galeder euz ho c’halon ; (19) o veza kollet pep santimant, ez int en em roet d’an diroll, evit ober peb louzdoni, gant eur ioul direiz. (20) Mes c’houi, n’e ket evel-se hoc’h euz desket ar C’hrist ; (21) da vihana, mar hoc’h euz selaouet anezhan, ha mar d’oc’h bet, hervez ar wirionez a zo en Jesus, desket enhan, (22) evit ar pez a zell ho puez tremenet, da deurel diouzoc’h an den koz, pehini a zeu da gorrompi dre ar c’hoantadennou tromplus ; (23) da veza renevezet dre ar Spered en hoc’h intentamant ; (24) ha da viska varnoc’h an den nevez, a zo crouet da imach Doue, er justis hag er zantelez euz ar wirionez.

(25) Dre-ze, goude beza taolet diouzoc’h ar gaou, ra zeuio pep hini da gomz d’he nessa hervez ar wirionez, rag ni a zo izili an eil euz egile. (26) Mar en em lakit en coler, diwallit da bec’hi ; diwallit ne deufe an heol da guzat var ho coler ; (27) ha na roit ket a zigor d’an diaoul. (28) Ra zeuio an hini a laere, da choum hep laerez mui ; mes kentoc’h ra labouro gant he zaouarn da eun dra vad-benag, evit m’hen devezo peadra da rei d’an hini a zo en dienez. (29) Mirit na zeuio er meaz euz ho kenou komz divalo e-bed ; mes ra vezo ho komzou, komzou talvouduz ha mad evit edifia, evit ma raint vad d’ar re ho zelaou. (30) Ha na gontristit ket Spered-Santel Doue, dre behini ez oc’h bet