mi en ho calon d’an Aotrou ; (20) rentit grasou bepred evit pep tra da Zoue an Tad, en bano hon Aotrou , Jesus-Christ. (21) Plegit an eil d’egüe en doujans Doue.
(22) Gragez, plegit d’ho priejou, evel d’an Aotrou, (23) rag an ozac’h eo pen ar vreg, evel ma’z eo ar C’hrist ive ar pen euz an Iliz, pehini eo he gorf, euz a behini ez eo ar Zalver. (24) Hogen, evel ma’z eo an Iliz sentus ouz ar C’hrist, ra vezo ive ar gragez sentus euz ho friejou en pep tra. (25) Goazed, karit ho kragez, evel ma hen deuz ar C’hrist ive karet an Iliz, hag ez eo en em roet he-unan evithi ; (26) evit he zantifia, o veza purifiet anezhi gant ar vadiziant a zour, dre he c’her ; (27) evit lakaad anezhi da zond dirazhan eun Iliz leun a c’hloar, hep tarch e-bed, na roufen, na netra euz ar seurt-se, mes eun Iliz santel ha divlam. (28) Evel-se eo e tle ar goazed karet ho gragez evel ho c’horfou ho-unan. An hini a gar he vreg, en em gar he-unan. (29) Rag den n’hen deuz biskoas kemeret kaz ouz he gorf he-unan, mes hen maga, hag hen antreteni a ra, evel ma her gra an Aotrou e-kenver an Iliz ; (30) rag ni a zo an izili euz he gorf, o veza euz he gig, hag euz he eskern. (31) Abalamour da ze an den a guitai he dad hag he vam, hag en em unano gant he vreg ; hag ho daou ne vezint nemed eur c’hig hep-ken. (32) Ar myster-ze a zo braz ; divarben an Iliz hag ar C’hrist eo e komzan. (33) Rag-se, ra zeui pep hini ac’hanoc’h da garet he vreg evel-d’han be-unan, hag ar vreg da respeti he goaz.
UGALE, sentit ouz ho tadou hag ouz ho mamou hervez an Aotrou ; rag kement-se a zo just. (2) Henor da dad ha da vam ; (hennes eo ar gourc’hemen kenta hen deuz eur bromessa) ; (3) evit ma vezi eürus, ha ma vevi pell var an douar. (4) Ha c’houi tadou, na hegazit ket ho pugale, mes savit anezhe en deskadurez hag en kelennadurez an Aotrou.
(5) Servicherien, sentit ouz ho mistri hervez ar c’hig gant doujans ha gant aoun, gant lealded a galon, evel ouz ar C’hrist ; (6) n’e ket en eur servicha anezhe dirag ho daoulagad hep-ken, evel pa vec’h o klask plijoud d’an dud, mes oc’h ober bolontez Doue a galon vad, evel servicherien ar C’hrist ; (7) o servicha gant