Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/386

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
377
EPHEZIED, VI.

karantez an Aotrou, eleac’h servicha an dud hep-ken ; (8) o c’houzout penaos pep hini, pe hen a zo esclav, pe hen a zo den libr, a recevo digant an Aotrou hervez ar mad hen devezo great. (9) Ha c’houi, mistri, grit ar memeus tra en ho c’henver, ha lezit ar gourdrouzou, o c’houzout penaos hoc’h euz evel-d’he eur Mestr en env, ha penaos, dirazhan, n’euz preferans evit den e-bed.

(10) A-hend-all, va breudeur, en em grenvait en Aotrou, hag en he nerz holl-c’halloudec. (11) Gwiskit varnoc’h holl armou Doue, evit ma c’hellot stourm kalet ouz finessaou an diaoul. (12) Rag n’e ket a-enep ar c’hig hag ar goad hon euz da gombati, mes a-enep ar princelezou, a-enep ar puissansou, a-enep prinsed an devalijen euz ar bed-man, a-enep ar puissansou spirituel euz an droug el leac’hiou celestiel. (13) Rag-se kemerit holl armou Doue, evit ma c’hellot derc’hel stard en devez fall, ha goude beza trec’het pep tra, choum en ho sa. (14) Bezit eta ferm, gouriz ar wirionez en-dro d’ho kroazellou, ha gwisket gant cuirassen ar justis, (15) gwisket en ho treid gant ar garantez euz a Aviel ar peoc’h ; (16) o kemer, dreist-holl, tiren ar feiz, gant pehini ec’h hellot dalla holl flemmou tanus an drouk-spered. (17) Kemerit ive tok-houarn ar zilvidigez, ha kleze ar Spered, pehini eo ger Doue ; (18) o pedi bepred gant pep seurt peden ha supplication dre ar Spered ; o veillia var gement-se gant pep perseverans, (19) hag o pedi evit an holl Zent, hag evidoun-me ive, evit ma vezo roet d’in ar galloud da gomz em liberte, ha gant hardiegez, evit rei da anaoud myster an Aviel, (20) evit pehini e ran ar garg a gannad er chadennou, evit ma c’hellin komz euz anezhan gant hardiegez, evel ma tlean hen ober.

(21) Hogen, evit ma ouezot ive ar pez a zell ouzin, hag ar pez a ran, Tychikus, ar breur muia-karet, hag ar ministr fidel en Aotrou, a roi deoc’h da anaoud pep tra. (22) Hen kasset em euz deoc’h espres, evit ma ouezot ar pez a zell ouzomp, ha ma consolo ho calonou. (23) Ra vezo ar peoc’h, ar garantez assambles gant ar feiz var ar breudeur, a-berz Doue an Tad, hag an Aotrou Jesus-Christ ! (24) Gras d’ar re holl a gar hon Aotrou Jesus-Christ, hag her gra' dalc’h-mad ! Amen.