Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/39

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
30
SANT VAZE, XV.

noun, o tiski doctrinou hag a zo gourc’hemenou tud.

(10) Hag o veza galvet ar bobl, hen a lavaraz dezhe : Klevit ha comprenit an dra-man : (11) N’eo ket ar pez a ia er genou eo a souil an den ; mes ar pez a zeu er meaz euz ar genou, setu eno ar pez a souil an den.

(12) Neuze he ziskibien a dostaaz hag a lavaraz dezhan : Ha n’ec’h euz-te ket anavezet eo bet scandalizet ar Farizianed pa ho deuz klevet ar pez ec’h euz lavaret ? (13) Mes hen a respontaz : Kement planten ha n’eo ket bet plantet gant va Zad celestiel, a vezo dic’hriziennet. (14) Lest anezhe ; ar re ze a zo renerien dall o rên ar re dall ; hogen mar bez eun den dall o rena eun den dall e kwezint ho daou er poull.

(15) Neuze Per, o komz outhan, a lavaraz : Displeg deomp ar barabolen-ze. (16) Ha Jesus a lavaraz : Daoust ha c’houi ive a zo c’hoas hep intentamant ? (17) Ha na gomprenit-hu ket c’hoas penaos kement a ia er genou a zisken er c’hov, hag a vez taolet el leac’hiou distro. (18) Mes ar pez a zeu er meaz euz ar genou, a zeu euz ar galon, hag an traou-ze eo ar re a souil an den. (19) Rag euz ar galon eo e teu ar sonjezonou fall, al lazerezou, an avoultriajou, al libertinach, al laeronsiou, ar fals testeniou, ar blasphemou. (20) Setu eno an traou a souil an den ; mes debri hep beza gwalc’het he zaouarn na souil ket an den.

(21) Ha Jesus a ieaz ac’hane, hag en em dennaz e costeziou Tir ha Sidon. (22) Ha setu eur vreg euz a Ganaan, hag a zeue euz ar c’hosteziou-ze, a griaz, o lavaret dezhan : Aotrou, mab David ! bez truez ouzin ! va merc’h a zo gwall-dourmantet gant an drouk-spered. (23) Mes hen na respontaz ger e-bed dezhi. Hag he ziskibien a dostaaz, hag a bedaz anezhan, en eur lavaret : Kas anezhi kuit, rag crial a ra var hon learc’h. (24) Hag hen a respontaz : N’oun bet kasset nemed etrezeg an denved kollet euz a di Israel. (25) Neuze hi a dostaaz, hag en em brosternaz, en eur lavaret : Aotrou ! sicour ac’hanoun. (26) Hen a respontaz : N’eo ket mad kemeret bara ar vugale, hag hen teurel d’ar chass bihan. (27) Mes hi a lavaraz : Gwir eo, Aotrou ! koulskoude ar chass bihan a zebr ar bruzun a gwez divar daol ho mistri. (28) Neuze Jesus a respontaz hag a lavaraz dezhi : Greg ! da feiz a zo braz ; ra vezo great d’id evel ma c’hoanteez. Hag he merc’h a oe iac’heet var an heur-ze.