Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/394

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
385
COLOSSIED, I.

di evidoc’h, ha da c’houlen ma viot leun euz an anaoudegez euz he volontez, en pep furnez hag ententamant spirituel ; (10) en hevelep doare ma valeot en eun doare dign euz an Aotrou, evit plijoud dezhan en pep tra, en eur dougen frouez dre bep seurt oeuvrou mad, hag o creski en anaoudegez a Zoue ; (11) o veza krenveet en pep doare hervez he c’halloud glorius, evit kaout pep patianted, hag hir-c’houzanvedigez gant joa ; (12) o renta grasou d’an Tad, pehini hen deuz hon rentet capabl da gaout lod euz a heritach ar zent er sclerijen ; (13) pehini hen deuz hon delivret euz a c’halloud an devalijen, hag hen deuz hon lakeat da vond en rouantelez he Vab muia-karet, (14) en pehini hon euz ar redemption dre he oad, ar pardon euz ar pec’hejou.

(15) Hen eo an imach euz an Doue invisibl, ar c’henta-ganet euz an holl grouadurien. (16) Rag dreizhan eo bet crouet an holl draou pere a zo en envou ha var an douar, an traou visibl hag an traou invisibl, pe an troniou, pe an dominationou, pe ar princelezou, pe ar puissansou. An holl draou a zo bet crouet dreizhan hag evithan. (17) Hen a zo araog pep tra, ha pep tra dreizhan a gendalc’h en he za. (18) Hag hen eo ar pen euz a gorf an Iliz ; hen eo ar pen-kenta, ar c’henta ganet a-douez ar re varo, evit ma talc’ho ar plas kenta en pep tra. (19) Rag plijet eo bet da Zoue lakaad da choum enhan peb leunder ; (20) hag unani dreizhan pep tra ganthan he-unan, o veza roet ar peoc’h, dre ar goad euz he groaz, ken d’an traou a zo var an douar, ken d’ar re a zo en env. (21) C’houi ive, pere gwech-all a oa estranjourien hag enebourien dre ho sonjezonou ha dre hoc’h oberou fall, (22) a zo bet unanet ganthan, er c’horf euz he gig, dre he varo, evit ho lakaad dirazhan santel, pur ha didamal ; (23) gant ma teuot da genderc’hel fontet er feiz ha ferm en ho sa, heb dilezel an esperans euz an Aviel hoc’h euz klevet, pehini a zo bet prezeget da bep crouadur dindan an env, hag euz a behini me, Paol, a zo bet great ministr.

(24) En em rejouissa a ran breman em souffransou evidoc’h, hag e peur-achuan da zouffr em c’hig ar rest euz a boaniou Jesus-Christ evit he gorf, pehini eo an Iliz, (25) euz a behini ez oun bet great ministr, hervez ar garg hen deuz roet Doue d’in en ho kenver, evit discleria deoc’h ger Doue pen-da-ben, (26) ar myster a oa kuzet en holl