Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/396

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
387
COLOSSIED, III.

ar pez a oa en hon enep, an obligation euz an ordrenansou pehini en em zave a-enep deomp ; hag hen deuz he rentet nul, o staga anezhi ouz ar groaz ; (15) o veza divisket ar princelezou hag ar puissansou, lakeat hen deuz anezhe da spectacl dirag an holl, o veza ho zrec’het var ar groaz-ze.

(16) Diwallo den d’ho condaoni divarben an debri pe an eva, pe divarben eun devez gouel, pe eul loar nevez pe deiziou ar sabbat ; (17) an traou-ze a oa ar skeuden euz an traou da zond, mes ar c’horf anezhe a zo er C’hrist. (18) Diwallo den da lemmel diganeoc’h ho recompans dre eur zeblant a humilite, ha dre adoration an elez, o sourcial ouz traou ha n’hen deuz ket ho gwelet, o veza c’houezet a ourgouil gant skiant ar c’hig, (19) hag heb en em derc’hel stag ouz ar pen, euz a behini e teu ar c’horf, unanet gant ar mellou hag al liammou, da greski euz eur greskadurez hervez Doue.

(20) Mar d’oc’h eta maro assambles gant ar C’hrist, evit ar pez a zell an diskadurez dister euz ar bed-man, perag e karger ac’hanoc’h euz an ordrenansou-ze, evel pa vijec’h c’hoas o veva er bed ? (21) En eur lavaret deoc’h : Na zebr ket, na danva ket, na douch ket ; {gourc’hemenou hag a dro holl da fall dre an usach direiz) hervez maximou ha kelenadurezou an dud, (22) traou pere ho deuz evit-gwir eur zeblant a furnez, o veza eur servich a volontez-vad, great gant eun neubeud-benag a humilite, hag o castia ar c’horf, heb sourci e-bed euz ar pez a ra plijadur d’ar c’hig.


CHABISTR III.


MAR d’oc’h eta resussitet assambles gant ar C’hrist, klaskit an traou a zo d’an neac’h, en pe leac’h ema ar C’hrist azezet a-zeo da Zoue. (2) Likit ho karantez en traou a zo d’an neac’h, ha nann en traou an douar ; (3) rag maro oc’h, hag ho puez a zo kuzet gant ar C’hrist en Doue ; (4) mes pa zeuio ar C’hrist, pehini eo ho puez, d’en em diskouez, neuze c’houi ive a vezo diskouezet assambles ganthan er gloar.

(5) Lakit eta da vervel en hoc’h izili kement a zo euz an douar, al lubricite, an impurete, ar gwall-ioulou, an deziriou fall, hag an avaristed, pehini a zo eun idolatriach ; (6) rag evit an traou-ze eo e teu coler Doue var vugale an dizentidigez ; (7) en traou-ze hoc’h euz ive baleet gwech-all, pa oac’h