d’al Laodiceed. (17) Ha livirit da Archippus : Laka evez-mad ouz ar garg ec’h euz recevet digant an Aotrou, evit gallout he ober ervad.
(18) Me, Paol, a zalud ac’hanoc’h gant va dorn va-unan. Ho pezet sonj euz va liammou. Ar c’hras ra vezo ganeoc’h ! Amen.
AOL, ha Silvan, ha Timoteus, da Iliz an Thessalonied, en Doue an Tad, hag en Aotrou-Jesus-Christ. Gras ha peoc’h digant Doue, hon Tad, hag an Aotrou Jesus-Christ.
(2) Renta a reomp bepred grasou da Zoue evidoc’h holl, oc’h ober memor ac’hanoc’h en hor pedennou ; (3) o kaout sonj bepred, dirag Doue hon Tad, euz a oeuvrou ho feiz, euz a labouriou ho karantez, hag euz an nerz euz hoc’h esperans,en hon Aotrou Jesus-Christ ; (4) oc’h anaoud, breudeur muia-karet gant Doue, ar choaz a zo bet great ac’hanoc’h. (5) Rag hon Aviel n’eo ket bet evidoc’h en komzou hep-ken, mes beza e oa ive galloud assambles ganthan, hag ar Spered-Santel, hag eun abondans vraz a breuvennou ; c’houi hoc’h-unan a oar penaos omp bet en em gomportet en ho touez, hag abalamour deoc’h.
(6) Hag ez oc’h bet henvel ouzomp-ni, hag ouz an Aotrou, dre m’oc’h euz recevet ar ger gant joa ar Spered-Santel, e-kreiz kalz a afflictionou ; (7) en hevelep doare ma’z oc’h deuet da veza skoueriou d’ar re holl ho deuz credet, er Macedonia hag en Akaia. (8) Rag, n’eo ket a-walc’h ma vez bet klevet ger an Aotrou euz ho pro er Macedonia hag en Akaia, mes ar feiz hoc’h euz en Doue a zo bet anavezet en pep leac’h, en hevelep doare n’hon euz ket ezom da gomz a gement-se. (9) Rag ho-unan e leveront pebez digemer hon euz bet diganeoc’h, ha penaos ez oc’h distroet euz an idolou da Zoue, evit