Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/40

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
31
SANT VAZE, XVI.


(29) Jesus, o veza eat ac’hane, a zeuaz tost da vor Galile ; hag o veza pignet var eur menez, ec’h azezaz eno.

(30) Ha bandennou braz a dud a zeuaz d’hen kavout, o tigas ganthe re gam, re dall, re vud, re vac’haniet, ha kalz a glanvourien all, hag e lekejont anezhe e c’harz treid Jesus ; hag hen ho iac’heaz. (31) En hevelep doare ma oe ar bobl en admiration, o velet an dud mud o komz, an dud vac’haniet pareet, ar re gam o vale, hag ar re dall o velet ; hag e c’hlorifient Doue Israel.

(32) Neuze Jesus a c’halvaz d’he gavoud he ziskibien, hag a lavaraz dezhe : Truez em euz ouz ar bobl-ze, rag tri devez zo emaint ganen, ha n’ho deuz netra da zibri ; ha na fell ket d’in ho c’has kuit var iûn, gant aoun ne vankfe ho nerz dezhe en hent. (33) Hag he ziskibien a lavaraz dezhan : A be leac’h ec’h helfemp-ni kaoud awalc’h a vara er vro dezert-man evit contanti kement a dud ? (34) Ha Jesus a lavaraz dezhe : Ped bara hoc’h euz-hu ? Hag e leverjcnt : Seiz, hag eun neubeut peskedigou. (35) Neuze e c’hourc’hemenaz d’ar bobl azeza var an douar. (36) Hag e kemeraz ar seiz bara hag ar pesked, hag o veza rentet grasou, e torraz anezhe, hag ho roaz d’he ziskibien, hag an diskibien ho roaz d’ar bobl. (37) Hag e tebrjont holl, hag e oent rassaziet ; hag e testumjont seiz panerad a damou choumet en ho dileac’h. (38) Hogen, ar re ho doa debret a oa pevar mil den anezhe, hep counta ar groagez hag ar vugale.

(39) Goude beza kasset kuit ar bobl, Jesus a bignaz en eur vag, hag e teuaz var douarou Magdala.


CHABISTR XVI.


NEUZE e teuaz Farizianed ha Saduseed d’he gavout, hag evit he denti e c’houlenjont diganthan diskouez dezhe eur miracl-benag euz an env. (2) Mes hen a respontaz dezhe : Pa vez deuet an abardaez, e livirit : Amzer gaer a rai, rag an oabl a zo ruz. (3) Ha diouz ar mintin : Arne a vezo hirio, rag an oabl a zo tenval ha ruz. Hipocrited ! c’houi a oar anaoud diouz apparans an oabl ; ha na hellit-hu ket anaoud diouz siniou an amzeriou ? (4) Eur raç fall hag avoultr a c’houlen eur miracl ; mes ne vezo roet miracl e-bed dezhi nemed hini ar profet Jonas. Hag o veza lezet anezhe, ez eaz kuit.

(5) An diskibien, en eur vond