Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/402

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
393
I. THESSALONIED, IV.

omp bet consolet dre ho feiz, en hon holl afflictionou hag en hon holl enkreziou. (8) Rag breman e vevomp, pa’z eo gwir e choumit stard en Aotrou. (9) Ha pebez actionou a c’hras na hellomp-ni ket renta da Zoue abalamour deoc’h, evit an holl joa hon euz enoc’h dirag hon Doue ! (10) Hen pedi a reomp calonec meurbed, noz-deiz, ma c’hellimp gwelet ho pisach ha peur-leunia ar pez a vank d’ho feiz.

(11) Ra zeuio Doue he-unan, hon Tad, hag hon Aotrou Jesus-Christ, da ren hor c’hammajou etrezeg enoc’h. (12) Ha ra zeuio an Aotrou d’ho lakaad da greski er garantez ha d’he c’haoud enoc’h en abondans an eil e-kenver egile, hag e-kenver an holl, evel ma c’hoarvez ganeomp-ni en ho kenver ; (13) ha ra zeuio da grenvaad ho calonou, evit ma vezint direbech er zantelez dirag Doue hon Tad, pa zeuio hon Aotrou Jesus-Christ gant he holl zent.


CHABISTR IV.


A-HEND-ALL, breudeur, e pedomp, hag ec’h adpedomp ac’hanoc’h dre an Aotrou Jesus, evit, hervez ma hoc’h euz desket ganeomp penaos e tleit bale evit plijoud da Zoue, ma her greot muioc’h-mui. (2) Rag gouzoud a rit pe seurt gourc’hemenou hon euz roet deoc’h en hano an Aotrou Jesus ; (3) rag setu aman bolontez Doue : ma veot rentet santel, ha ma en em virot ouz al libertinach, (4) ma teuio pep hini ac’hanoc’h da c’houzoud derc’hel he gorf er zantelez hag en honestis ; (5) heb en em rei d’ar ioulou direiz, evel ar Jentiled, pere na anavezont ket Doue. (6) Diwallit na zeufe den da drompla he vreur, na da ober gaou ouz he nessa en afferou ; rag an Aotrou eo an hini a denn venjans euz an holl draou-ze, evel ma hon euz ive hen lavaret ha testeniet deoc’h dija. (7) Rag, Doue n’hen deuz ket hor galvet d’al louzdoni, mes d’ar zantelez. (8) Dre-ze ’ta, an hini a ra disprij var gement-man, n’e ket var eun den eo e ra disprij, mes var Doue, pehini hen deuz roet deoc’h ive he Spered-Santel. (9) Evit ar pez a zell ar garantez euz an eil breur e kenver egile, n’hoc’h euz ket ezom e vez scrivet deoc’h ; rag c’houi hoc’h-unan a zo bet desket gant Doue d’en em garoud an eil egile ; (10) ha kement-se a rit ive e-kenver an holl breudeur pere a zo en holl Vacedonia ; mes ho pidi a reomp, breudeur, da greski mui-ouz-mui,