Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/410

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
401
I. TIMOTEUS, III.


(8) Me a fell d’in eta e pedfe an dud en pep leac’h, o sevel daouarn pur, hep coler hag hep chican ; (9) hag er memeus doare ive, ma teui ar gragez d’en em gempen gant dillad deread, gant furnez ha gant honestis, n’e ket gant bleo ganset, na gant aour, perlez ha dillad coustus ; (10) mes gant oberou mad, evel ma tere ouz merc’hed hag a ra profession da zervicha Doue. (11) Ra zeui ar vaouez da zelaou ar gelennadurez er silans, gant pep soumission ; (12) rag ne bermettan ket d’ar vaouez kelen, na kemeret otorite var ar goaz ; mes ar silans a dle da zerc’hel. (13) Rag Adam a zo bet great da genta, hag Eva goude-ze. (14) Ha n’e ket Adam a zo bet tromplet ; mes ar vaouez, o veza bet tromplet, a zo bet kwezet er pec’hed. (15) Koulskoude saveteet e vezo o tond da veza mam, mar kendalc’h gant modesti er feiz, er garantez hag er zantelez.


CHABISTR III.


AR gomz-man a zo gwir : Mar deu unan-benag da c’hoantaad ar garg a eskop, eun oeuvr vad meurbed eo a c’hoanta. (2) Red eo eta da eun eskop beza didamal, pried da eur vreg hep-ken, moderet, leun a evez, renket-mad, prest da zigemer en he di, capabl da gelen ; (3) arabat eo e vez douget d’ar gwin, na ter, na douget d’ar gounid dizhonest, mes dous, aketus da dec’het euz ar c’hannou, hag heb avaristed, (4) eun den hag a c’houarn mad he di, o terc’hel he vugale en doujans, gant pep honestis. (5) Rag mar d’euz unan-benag ha na oar ket gouarn he di he-unan, penaos ec’h hallo hen gouarn Iliz Doue ? (6) Arabat eo e vez nevez convertisset, gant aoun, o veza c’houezet gant an ourgouil, na deufe da gweza e condaonation an diaoul. (7) Red eo ive hen defe testeni vad digant ar re a-ziaveaz, gant aoun ne gwezfe, en dismegans hag en pech an diaoul.

(8) Er memeus doare, ra vezo an diaconed tud poellec, hep tromplerez ; arabat eo e vent douget d’ar gwin, na d’ar c’hounidegez disleal ; (9) o terc’hel stard myster ar feiz gant eur goustians pur. (10) Ha ra vezo ar re-man, ive eprouvet da genta : ha ma raint neuze ho c’harg, mar d’int didamal. (11) Er memeus doare, ho gragez a dle beza merc’hed a zoare, diwall ouz an drouk-prezegerez, beza fur, ha fidel en pep tra. (12) Ra n’ho devezo an diaconed nemed eur vreg hep-ken,