OGEN, red eo d’id gouzout penaos en deveziou diveza e teui gwall-amzeriou. (2) Rag an dud a vezo touellet ganthe ho-unan ha gant an arc’hant, fougeerien, ourgouillus, gwall-deodou, dizent ouz ho zad hag ouz ho mam, (3) dizanaoudec, impi, hep carantez naturel, dibardon, droug-prezegerien e-faoz, diroll, didruez, leun a gassoni evit an dud vad, (4) treitourien, ter, c’houezet gant an ourgouil, douget d’ar blijadur muoc’h eged da Zoue, (5) o kaoud an apparans euz ar biete, mes o veza nac’het an nerz anezhi. (6) Pella ive diouz an dud-se. E niver euz ar re-ze ema ar re a ia en tiez, hag a c’hounid merc’hed paour karget a bec’hejou, sklejet gant pep seurt ioulou fall ; (7) pere a zo atao o teski, heb gallout biken dond a-ben da anaoud ar wirionez. (8) Hag evel ma teuaz Jannes ha Jambres da enebi ouz Moises, evel-se ive ar re-man a stourm ouz ar wirionez ; tud a spered corrompet, ha reprouvet evit ar pez a zell ar feiz. (9) Mes n’ez aint ket pelloc’h ; rag ho follentez a vezo anavezet gant an holl, evel ma oe ive hini an daou-ze. (10) Evidoud-te, ec’h euz heulliet va doctrin, va buez, va dessein, va feiz, va fatianted, va c’harantez, va hir-c’houzanvedigez, (11) va fersecutionou ha va zouffransou, evel ar re a c’hoarvezaz ganen en Antiokia, en Iconium, en Lystra. Pebez persecutionou em euz-me gouzanvet ! Hag an Aotrou hen deuz va delivret anezhe holl. (12) Hogen kement a fell dezhe beva hervez ar biete er C’hrist Jesus, a vezo, persecutet. (13) Mes an dud fall hag an dromplerien a ielo var wassaad, en eur drompla ar-re all, hag o veza tromplet ho-unan. (14) Mes te, kendalc’h mad en traou ec’h euz desket, hag euz a bere ez oud bet assuret, o c’houzout gant piou ec’h euz desket anezhe, (15) hag o c’houzout penaos, adaleg da vugaleach, ec’h anavezez ar Scrituriou-Sacr, pere a zo capabl da gelen ac’hanoud evit ar zilvidigez, dre ar feiz a zo en Jesus-Christ. (16) An holl Scritur a zo inspiret gant Doue, ha mad evit rei kelennadurez, evit lakaad da gredi, evit corrija, evit diski er justis ; (17) evit ma vezo an den a Zoue rentet parfet, ha mad evit peb mad-ober.
A bedi stard a ran eta, dirag Doue ha dirag an