rans er justis, hag er biete ; (13) o c’hortoz an esperans eürus, hag an diskouezidigez euz a c’hloar hon Doue braz ha Salver Jesus-Christ, (14) pehini a zo en em roet he-unan evidomp, evit hor prena euz a bep droug hag hor purifia, hag evit ober dezhan he-unan eur bobl choazet, douget evit an oeuvrou mad.
(15) Desk an traou-man d’an dud, exhort, ha repren anezhe gant peb otorite. Diwallo den da zisprija ac’hanoud.
IGAS sonj dezhe da blega d’ar brinsed ha d’an otoriteou, da zenti outhe, da veza prest da bep oeuvr vad ; (2) da ziwall euz an droug-prezegerez divarben den, hag euz ar chican, da veza moderet, da ziskouez eun dousder barfet e-kenver an holl.
(3) Rag ni ive, a oa gwech-all diskiant, dizent, dihenchet, pleget dindan gwall-ioulou ar c’horf, ha kement tra a roe plijadur, o veva er fallentez hag en anvi, dign a gassoni, ha leun a gassoni an eil a-enep egile. (4) Mes pa eo bet diskouezet madelez ha karantez Doue hor Zalver e-kenver an dud, hen hen deuz hor zaveteet, (5) n’e ket abalamour d’an oberou a justis hor bije great, mes hervez he drugarez, dre ar vadiziant euz an eil c’hinivelez, hag en eur renevezi ac’hanomp dre ar Spered-Santel, (6) hen deuz skulliet varnomp en abondans, dre Jesus-Christ hor Zalver ; (7) evit, o veza justifiet dre he c’hras, ma vijemp great, hervez hon esperans, heritourien euz ar vuez eternel.
(8) Ar gomz-man a zo gwir, hag e fell d’in e teufez da assuri stard an traou-man, evit ma teui ar re ho deuz credet en Doue da lakaad evez ; ha d’en em rei d’an oberou mad ; setu aze an traou a zo mad ha talvoudec d’an dud. (9) Mes diwall ouz ar c’histionou foll, al lignezou, an disputou hag ar c’hontestationou divarben al lezen ; rag kement-se a zo vên ha n’eo mad da netra. (10) Pella diouz an den a zo heretic, goude ma’z pezo ezhortet anezban eur vech pe diou ; (11) o c’houzout penaos eun hevelep den a zo troet fall, ha penaos e pec’h, oc’h en em gondaoni he-unan.
(12) Pa gassin d’id Artemas, pe Tychikus, hast-affo dond d’am c’havoud da Nicopolis ; rag decidet oun da dremen ar goanv eno. (13) Bez aketus da ziambrouga en hent Zenas, an doctor euz al lezen, hag Apol-