los, evit na vanko netra dezhe. (14) Ha ra zesko ive hon re-ni d’en em rei d’an oberou mad, pa c’hoarvez dienez, evit na choumint ket hep frouez. (15) Ar re holl a zo ganen a zalud ac’hanoud. Salud ive ar re a gar ac’hanomp er feiz. Ar c’hras ra vezo ganeoc’h holl ! Amen.
AOL, prizonier Jesus-Christ, hag hor breur Timoteus, da Philemon hor muia-karet, hag hor c’hen-labourer ; (2) ha d’hor muia-karet Apphia, ha da Archippus, hor c’hen-vreur en armou, ha d’an Iliz a zo en da di. (3) Gras deoc’h ha peoc’h digant Doue hon Tad, ha digant hon Aotrou Jesus-Christ !
(4) Trugarekaad a ran va Doue, oc’h ober bepred memor ac’hanoud em pedennou ; (5) o klevet hano euz da feiz en Aotrou Jesus, hag euz da garantez e-kenver an holl zent ; (6) evit ma teui ar feiz, oc’h en em skullia euz an eil var egile, da gaoud nerz, dre an anaoudegez euz an holl vad a rer en ho touez, evit Jesus-Christ. (7) Rag, va breur, da garantez he deuz roet deomp eur joa hag eur gonsolation vraz, o veza ma ec’h euz lakeat ar joa e calonou ar zent.
(8) Dre-ze, petra-benag ma em euz eul liberte vraz er C’hrist evit gourc’hemen d’id ar pez a zo deread, (9) koulskoude gwell eo ganen da bedi, petra-benag ma’z oun Paol, avanset en oad, ha breman memeus prizonier Jesus-Christ, (10) da bedi, en hano ar garantez, evit va mab Onesimus, em euz engehentet pa oann er chadennou ; (11) evit heman pehini a oa gwech-all hep talvoudegez evidoud, hag a vezo breman talvoudus d’id, kerkoulz ha d’in-me, hag a gassan breman d’id var he giz. (12) Digemer eta anezhan evel ma tigemerfez eur bugel d’in. (13) C’hoant em boa d’he zerc’hel assambles ganen, evit ma c’hellje servichoud d’in en da