blas em liammou evit an Aviel. (14) Mes n’eo ket bet fellet d’in ober netra hep da ali, evit na vije ket ar vad a rez evidoun, evel eun dra dre fors, mes a volontez-vad. (15) Rag marteze n’eo bet dispartiet ouzid e-pad eur pennad amzer, nemed evit ma c’helljez hen kaoud a-nevez evit ato ; (16) n’e ket mui evel eun esclav, mes dreist eun esclav, evel eur breur karet meurbed ganen-me, ha muioc’h c’hoas ganez-te, hervez ar c’hig, hag hervez an Aotrou. (17) Mar kemerez eta ac’hanoun evel a-unan ganez, digemer anezhan eveld’oun-me va-unan. (18) Mar hen deuz great eur gaou-benag ouzid, pe mar tle eun dra-benag d’id, laka kement-se var va c’hount-me. (19) Me, Paol, a scriv kement-man d’id gant va dorn va-unan, hen paea a rin d’id, hep lavaret d’id ez oud da-unan em gle. (20) Ia, va breur, ra em bezo ar blijadur-ze diganez en Aotrou ; ro joausted d’am c’halon en Aotrou. (21) Scriva a ran d’id leun a fizians e senti ouzin, o c’houzoud ervad e ri zo-ken mui eged na lavaran. (22) Mes er memeus amzer prepar d’in eul lojeis, rag esperoud a ran e vezin rentet deoc’h dre ho pedennou.
(23) Epaphras, va c’hen-brizonier en Jesus-Christ, Marc, (24) Aristarkus, Demas, ha Lucas, va c’hen-labourerien, a zalud ac’hanoud.
(25) Gras hon Aotrou Jesus-Christ ra vezo gant ho spered ! Amen.
OUE, goude beza gwechall komzet ouz hon tadou koz, alies hag e meur a zoare, dre ar brofeted, (2) hen deuz komzet ouzomp en deiziou diveza-man dre he Vab, pehini a zo bet lakeat ganthan da heritour euz an holl draou ; dre behini ive hen deuz great ar bed. (3) He-man, o veza ar skeuden euz he c’hloar, hag ar gwir henveledigez anezhan,