Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/425

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
416
HEBREED, II.

hag o souten an holl draou dre an nerz euz he gomz, goude beza great dreizhan he-unan ar burification euz hor pec’hejou, a zo en em azezet a-zeo d’ar Vajeste divin el leac’hiou huela ; (4) o veza bet great sul-vui excellantoc’h eged an elez, ma hen deuz heritet euz eun hano excellantoc’h eged ho hini. (5) Rag da behini euz an elez hen deuz Doue gwech e-bed lavaret : Te eo va Mab, hirio em euz da anjandret ? Ha c’hoas : Me a vezo Tad dezhan, hag hen a vezo va Mab ? (6) Hag el leac’h all, pa zeu da zigas adare ar C’henta-ganet er bed, e lavar : Ra zeui holl elez Doue d’hen adori. (7) Hag evit ar pez a zell an elez, ez eo scrivet : Ober a ra euz he elez, avelou, hag euz he vinistred, flammou-tan. (8) Mes divarben ar Mab e lavar : Da dron, O Doue, a bad da virviken, hag ar reolen euz da rouantelez a zo eur reolen a justis : (9) Karet ec’h euz ar justis, ha kaseet ec’h euz ar fallentez, dre-ze, O Doue ! da Zoue hen deuz da eoliet gant eun eol a joa dreist da gen-sorted. (10) Ha c’hoas : Te, Aotrou, ec’h euz diazezet an douar adaleg ar pen-kenta, hag an envou a zo al labour euz da zaouarn. (11) Int a berisso, mes te a choumo : dond a raint holl da goza, evel ma ra eur viskamant, (12) hag evel eur vantel e plegi ahezhe ; chanjet e vezint, mes te a zo ar memeus hini, ha da vloaveziou n’ho devezo fin e-bed. (13) Ha da behini euz an elez hen deuz Doue gwech e-bed lavaret : Azez a-zeo d’in, ken em bezo lakeat da inimied da scabel dindan da dreid ? (14) Ha n’int-hi ket holl sperejou great evit servicha, ha kasset evit ober eur garg e-kenver ar re a dle herita euz ar zilvidigez ?


CHABISTR II.


RAG-SE e tleomp en em staga startoc’h ouz an traou hon euz klevet, gant aoun n’ez afemp da goll. (2) Rag m’ar d’eo bet accomplisset ar gomz annonset gant an elez, ha mar ho deuz bet pep tor-lezen ha pep dizentidigez eur bunition just, (3) penaos ec’h hellimp-ni tec’hel, mar neglijomp eur zilvidigez ker braz, pehini, o veza bet annonset da genta gant an Aotrou, a zo bet confirmet deomp gant ar re ho deuz klevet anezhan, (4) Doue he-unan o souten ho zesteni dre vurzudou ha miraclou, ha meur a verk euz he c’halloud, ha dre an donezonou euz ar Spered-Santel, hervez he volontez.

(5) Rag n’e ket dindan galloud