Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/427

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
418
HEBREED, III.

mad an abostol hag ar beleg-braz euz ar feiz a anzavomp, Jesus-Christ, (2) pehini a zo bet fidel d’an hini hen deuz hen etablisset, evel ma oe ive Moises en he holl diegez. (3) Hogen, countet eo bet dign euz a eur gloar dreist hini Moises, evel ma’z eo brassoc’h henor an hini hen deuz savet an ti, eged hini an ti he-unan. (4) Rag pep ti a zo bet savet gant unan-benag ; hogen, an hini hen deuz savet an holl draou eo Doue. (5) Hag evit ar pez a zell ouz Moises, hennes a zo bet fidel en holl ti Doue, evel servicher, evit rei testeni euz ar pez a dlie beza annonset ; (6) mes ar C’hrist, evel eur Mab, a zo bet lakeat da vestr var he di, he-unan ; ni eo he di, gant ma talc’himp stard beteg ar fin ar fizians hag an esperans a bere en em c’hlorifiomp.

(7) Rag-se, evel ma lavar ar Spered-Santel : (8) Hirio mar klevit he vouez, na galedit ket ho calonou, evel ma c’hoarvezaz pa stourmaz ar bobl ouzin, en deiz an dentation en desert, (9) en pe leac’h ho tadou a dentaz ac’hanoun, hag a amprouvaz ac’hanoun, hag en pe leac’h e veljont va oberou e-pad daou-ugent vloaz. (10) Abalamour da ze e savaz droug enoun ouz ar generation-ze, hag e liviriz : Ho c’halon a zeu bepred da fazia, ha n’ho deuz ket anavezet va henchou. (11) Evel-se em euz touet em c’holer, na antreint biken em repos ! (12) Likit evez, breudeur, na vez en hini ac’hanoc’h eur galon fall ha difeiz, en eur drei kein d’an Doue beo. (13) Mes en em exhortit an eil egile bemdez, e-pad ma’z eo lavaret : Hirio ; gant aoun na deufe hini ac’hanoc’h d’en em galedi dre douellerez er pec’hed. (14) Rag ni a zo deuet da gaoud lod er C’hrist, mar dalc’homp stard beteg ar fin hon assurans kenta, (15) e-pad ma’z eo lavaret : Hirio, mar selaouit he vouez, na galedit ket ho calonou, evel ma c’hoarvezaz en devez ar stourm. (16) Piou, en gwirionez, eo ar re a stourmaz goude beza klevet anezhan, nemed ar re a ieaz er meaz euz an Egypt, renet gant Moises ? (17) Hag a-enep piou e oe Doue droug-contant e-pad daou-ugent vloaz ; ha n’eo ket a-enep ar re a bec’haz, hag euz a bere ar c’horfou a gwezaz en dezert ? (18) Ha da biou e touaz-hen na antrejent ket en he repos, nemed d’ar re a oa en em zavet a-enep dezhan ? (19| Evel-se e velomp penaos na helljont ket mond en he repos, abalamour ne gredent ket.