Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/430

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
421
HEBREED, VI.

ar C’hrist, baleomp var-zu ar berfection, hep diazeza a-nevez ar fondamant euz ar gonversion euz an oeuvrou maro, hag euz ar feiz e-kenver Doue, (2) euz a zoctrin ar badizianchou, euz a astennedigez an daouarn, euz a resurrection ar re varo, hag euz ar varn eternel, (3) ha kement-se a raimp, mar permet Doue. (4) Rag impossubl eo d’ar re a zo bet eur vech sclerijennet, hag ho deuz tanveet an donezon celestiel, hag a zo bet lakeat da gaoud lod er Spered-Santel, (5) hag ho deuz tanveet ar gomz vad a Zoue, hag ar puissansou euz an amzer da zond, ha pere a zo deuet da gweza, (6) impossubl eo ho renevezi c’hoas evit ma teuint da gaoud keuz, pa’z eo gwir e crucifiont Mab Doue evithe ho-unan, ouz hen exposi d’an dismegans. (7) Rag an douar, leuniet gant ar glao o kweza alies varnezhan, hag a brodu yeot mad d’ar re a labour anezhan, a receo bennoz digant Doue. (8) Mes an hini a brodu spern hag askol, a zo reprouvet ha tost da veza milliget ; destinet eo da veza devet.

(9) Koulskoude, e c’hortozomp euz ho perz, breudeur muia-karet, traou gwelloc’h, hag a gas var-zu ar zilvidigez, petra-benag ma komzomp evel-se. (10) Rag Doue n’eo ket injust, evit ankounac’haad ho labour, hag an oeuvr a garantez hoc’h euz diskouezet evit he hano, pa hoc’h euz sicouret ha pa zicourit ar Zent. (11) Hogen, desiroud a reomp ma teuio pep hini ac’hanoc’h da ziskouez ar memeus aked evit conservi, beteg ar fin, an assurans parfet euz an esperans ; (12) evit na deuot ket da veza diegus, mes ma teuot da imita ar re pere dre ar feiz hag ar batianted a zo heritourien euz ar promessaou.

(13) Rag, pa reaz Doue ar bromessa da Abraham, o veza na helle ket touat dre eun all brassoc’h, e touaz dreizhan he-unan, en eur lavaret : (14) E gwirionez, me a gargo ac’hanoud a venediction, hag a gresko meurbed da lignez. (15) Hag evel-se, o veza gortozet gant patianted, Abraham a recevaz ar bromessa. (16) Hogen, an dud a dou dre an hini a zo brassoc’h egethe, hag ho le, evit assuri eun dra, a laka fin d’ho froces ; (17) evel-se, Doue, dre ma felle dezhan diskouez c’hoas gwelloc’h da heritourien ar bromessa pegen ferm e oa he volontez, a brometaz dre eul le ; (18) evit m’hor bezo, dre an daou dra-ze ha ne chenchont ket, en pere eo impossubl e vije deuet Doue da fazia, m’hor bezo eur gonsolation