ferm, ni pere a glask ar peoc’h er bossession ferm euz an esperans a zo lakeat dirazomp, (19) an esperans-se a zalc’homp evel heor an ene, eun heor sur ha stard, ha pehini a ia a-dreuz ar voal, (20) e pe leac’h eo antreet Jesus evidomp, evel o tigeri an hent deomp, o veza bet great Beleg-braz da viken, hervez urz Melkizedec.
AG ar Melkisedec-man, roue Salem, ha beleg an Doue Souveren, eo a ieaz da zialben Abraham, pa oa o tistrei euz ar brezel en pehini hen doa gounezet var ar rouane, hag a vennigaz anezhan ; (2) dezhan ive eo e roaz Abraham an deog euz a gement hen doa gounezet var an inimied. Da genta, Melkisedec a zinifi roue a justis, hag ouz-pen, he-man a oa roue Salem, da lavaret eo, roue a beoc’h ; (3) bet eo hep tad, hep mam, hep lignez, hep commansamant buez, na fin ; o veza bet rentet henvel ouz Mab Doue, e choum beleg da viken.
(4) Breman considerit peger braz eo an hini da behini e roaz ar patriarch Abraham an deog euz ar pez hen doa kemeret van an inimied. (5) Hag e-pad ma rank, hervez al lezen, ar re euz a lignez Levi, pere a ra ar velegiach, sevel an deog var ar bobl, da lavaret eo, var ho breudeur, pere koulskoude a zo deuet euz a groazellou Abraham, (6) Melkisedec, pehini ne oa ket euz ar memeus lignez ganthe, a zavaz an deog var Abraham, hag a vennigaz an hini hen doa ar promessaou. (7) Hogen, ne heller ket dianzav penaos an hini distera eo a vez benniget gant ar brassa. (8) Hag aman, tud hag a dle mervel eo a gemer an deog ; mes eno, hervez ma’z eo testeniet, an hini a receo an deog, a zo beo. (9) Ha Levi, pehini a zav an deogou, hen deuz ive ho faeet, koulz lavaret, dre Abraham ; (10) rag hen a oa c’hoas en kroazellou he dad, pa zeuaz Melkisedec etrezeg enhan.
(11) Ma vije bet eta ar berfection e belegiach Levi (rag ouz ar velegiach-man eo e sell al lezen roet d’ar bobl), pe seurt ezom a oa ma savje eur beleg all, hervez urz Melkisedec, ha nann hervez urz Aaron ! (12) Rag, o veza ma’z eo chenchet ar velegiach, red eo e vez ive eur chenchamant a lezen. (13) Rag an hini, euz a behini ez eo lavaret an traou-ze, a zo euz a eun tribu all, euz a behini nicun n’hen deuz servichet ouz