aour tro-var-dro, en pehini e oa ar pod-aour, hag ar manna enhan, ha gwialen Aaron, var behini e savaz bleun, ha taolennou an allians. (5) Ha dreist ar re-man e oa kerubined ar gloar, a c’holoe gant ho skeud ar propitiatouar ; mes n’eo ket red deomp komz breman divarben pep hini euz an traou-ze. (6) Hogen, an traou-man o veza lakeat evel-se en urz, ar veleien a ia dalc’hmad er c’henta tabernacl, evit ober ar servich divin ; (7) mes ebarz an eil, ar beleg-braz hepken a ia eur vech bep bloaz ; nann hep kemer goad, a vez offret ganthan, evithan he-unan hag evit pec’hejou ar bobl ; (8) ar Spered-Santel o rei da anaoud dre gement-se penaos hent al leac’h santella ne oa ket bet c’hoas digoret, e-pad ma choume c’hoas an tabernacl kenta ; hag an dra-man a zo eur figuren evit an amzer a zo o rên, (9) rag breman ec’h offrer donezonou ha sacrifisou, pere na hellont ket renta parfet, e-kenver ar goustians, an hini a ra ar servich, (10) o veza ma n’int (gant kig, gant evachou, ha gant a bep seurt gwalc’hadennou), nemed ceremoniou kigus, pere ne oant ordrenet nemed hep-ken da c’hortoz an amzer ma vije renevezet pep tra.
(11) Mes ar C’hrist, o veza deuet evel ar Beleg-braz euz ar madou da zond, goude beza tremenet dre eun tabernacl brassoc’h ha parfetoc’h, ha n’eo ket bet great gant daouarn an dud, da lavaret eo, ha n’eo ket euz an traou crouet-man, (12) a zo bet antreet eur vech hep-ken el leac’h santella, nann gant goad bouc’hed, ha goad loeou, mes gant he oad he-unan, o veza gounezet eur redemption eternel. (13) Rag mar deu goad ar c’holeou hag ar bouc’hed, ha ludu eun ounner o veza skulliet var ar re a zo souillet, da zantifia anezhe evit ar pez a zell ar burification euz ar c’hig, (14) pegement muioc’h goad ar C’hrist, pehini, dre ar Spered eternel, a zo en em offret he-unan dinam da Zoue, ne zeui-hen ket da nettaad ho coustians euz an oberou maro, evit ma teuot da zervicha an Doue beo !
(15) Abalamour da ze hennes eo ar Mediator euz eun allians nevez, evit ma teuio ar re o zo bet galvet, eur vech paeet dre ar maro ar pec’hejou great dindan an allians kenta, da receo ar bromessa euz an heritach eternel. (16) Rag el leac’h ma’z euz eun testament, ez eo red ma vez prouvet maro an hini hen deuz great anezhan ;