goad ar c’holeou hag ar bouc’hed da lemmel kuit ar pec’hejou. (5) Abalamour da ze, eo e lavar ar C’hrist, en eur zond er bed : N’ec’h euz goulennet na sacrifis nag offrans e-bed, mes roet ec’h euz d’in eur c’horf. (6) N’ec’h euz ket kemeret a blijadur er sacrifisou a vez devet en tan, nag er sacrifisou evit ar pec’hed. (7) Neuze me em euz lavaret : Setu e teuan, O Doue ! evit ober da volontez, evel ma’z eo scrivet divar va fen e rulien al levr. (8) Goude m’hen deuz lavaret huelloc’h : N’ec’h euz goulennet na loen da laza, nag offrans, na sacrifis da zevi, na sacrifis all e-bed evit ar pec’hed, (traou hag a vez offret hervez al lezen :) ha n’oud ket bet en em blijet enhe ; e lavar c’hoas : Setu ma teuan, O Doue, evit ober da volontez. (9) Diskar a ra ar sacrifis kenta, evit lakaad an eil en he blas. (10) Dre vertuz ar volontez-ze eo ez omp santifiet, dre an offrans great eur vech hep-ken euz a gorf Jesus-Christ. (11) Ouz-pen-ze, peb beleg en em brezant bemdez, oc’h ober ar zervich, hag oc’h offr meur a vech ar memeus sacrifisou, pere na hellont james lemmel ar pec’hejou ; (12) mes he-man, o veza offret eur sacrifis hep-ken evit ar pec’hejou, a zo azezet da viken en tu deo da Zoue, (13) o c’hortoz a-vreman ma vezo he inimied lakeat da scabel dindan he dreid. (14) Rag, dre eun offrans hep-ken hen deuz rentet parfet da viken ar re a zo santifiet. (15) Hag ar Spered-Santel ive a ro testeni deomp a gement-se ; rag, goude beza lavaret da genta : (16) Setu aman an allians a rin ganthe goude an deiziou-ze, eme an Aotrou : Me a lakai va lezennou en ho c’halonou, hag a scrivo anezhe en ho ententamant ; (17) e lavar c’hoas : Ha na zalc’hin mui a zonj euz ho fec’hejou nag euz ho gwall oberou. (18) Hogen, el leac’h ma’z eo peur-achu pardon ar pec’hejou, n’euz mui ezom a zacrifis evit ar pec’hed.
(19) Rag-ze, breudeur, pa hon euz al liberte da antren el leac’h santel dre oad Jesus, (20) dre an hent nevez ha beo hen deuz digoret deomp a-dreuz ar voal, da lavaret eo, a-dreuz he gig ; (21) hag o veza ma hon euz eur Beleg-braz hag a zo lakeat var di Doue ; (22) tostaomp gant eur galon gwirion, o kaoud eun assurans leun a feiz, hor c’halonou purifiet euz a louzdoni eur goustians fall, hag hor c’horfou gwalc’het gant dour pur. (23) Dalc’homp stard ar brofession euz hon esperans ; rag fidel eo an hini hen deuz great ar bromessa. (24) Ha sel-