Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/439

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
430
HEBREED, XI.

e oant deuet, ho divije bet amzer da zistrei di ; (16) mes breman e c’hoantaont eur vro gwelloc’h, da lavaret eo, eur vro celestiel ; dre-ze Doue n’hen deuz ket a vêz o veza galvet ho Doue ; rag preparet hen deuz eur gear evithe.

(17) Dre ar feiz, Abraham, o veza amprouvet, a offraz Isaac ; an hini hen doa recevet ar promessaou, a offraz memeus he vab unic, (18) divarben pehini e oa bet lavaret : En Isaac eo e vezo galvet da lignez-te ; (19) o veza sonjet e oa Doue galloudec d’hen sevel zoken a-douez ar re varo : hag en gwirionez, hen receo a reaz a-nevez, evel ma vije bet resussitet en eun doare-benag. (20) Dre ar feiz, Isaac a vennigaz Jacob hag Esaü en gwêl euz an traou da zond. (21) Dre ar feiz, Jacob, o vervel, a vennigaz pep hini euz a vibien Josef, hag ec’h adoraz, ouz en em harpa var ben he vaz. (22) Dre ar feiz, Josef, oc’h echui he vuez, a gomzaz divarben ar bobl a Israel, a dlie sortial euz an Egypt, hag a roaz urzou divarben he eskern.

(23) Dre ar feiz, Moises, o veza ganet, a oe kuzet e-pad tri mis gant he dud, dre ma veljont e oa kaer ar bugel ; ha n’ho doe ket a aoun rag gourc’hemen ar roue. (24) Dre ar feiz, Moises, pa oe deuet da veza braz, a refusaz beza galvet mab da verc’h Pharaon ; (25) o karout kentoc’h beza gwall-dretet assambles gant pobl Doue, eged jouissa evit eur pennadic euz a blijadurezou ar pec’hed ; (26) oc’h estimoud e oa dismegans ar C’hrist brassoc’h pinvidigez eged tenzoriou an Egypt, rag sellet a rea ouz ar recompans. (27) Dre ar feiz eo, e lezaz an Egypt, hep kaoud aoun rag coler ar roue ; rag en em zerc’hel a reaz ferm, evel pa velje an hini a zo invisibl. (28) Dre ar feiz, e reaz ar Pask, hag e skulliaz ar goad, evit na deuje ket an eal a zistruje ar vugale kenta-ganet da douch ouz re an Israelited. (29) Dre ar feiz, a treuzjont ar Mor ruz evel dre eun hent seac’h ; pa glaskaz an Egyptianed tremen ive, e oent beuzet er mor. (30) Dre ar feiz, e kwezaz mogeriou Jerico, goude ma oe bet great an dro dezhe epad seiz devez. (31) Dre ar feiz, na oe ket distrujet Rahab, ar gourtizanes, assambles gant ar re dizent, abalamour m’he doa digemeret ar spierien en peoc’h. (32) Ha petra a livirin-me ouz-pen ? Rag an amzer a vankfe d’in, evit komz euz a Gedeon, euz a Varac, euz a Samson, euz a Jephte, euz a Zavid, euz a Samuel, hag euz