Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/443

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
434
HEBREED, XIII.

ar fin euz ho buez, heullit ho feiz. (8) Jesus-Christ a zo ar memeus hini, deac’h hag hirio, ha da viken. (9) N’en em lezit ket da veza troet ha distroet gant pep seurt doctrin estranjour ; rag mad eo e vez ar galon krenveet dre ar c’hras ha nann dre c’hourc’hemenou divarben ar boued da zibri, gourc’hemenou ha n’ho deuz great vad e-bed d’ar re ho deuz heulliet anezhe. (10) Ni hon euz eun aoter euz a behini ar re a zervich en tabernacl n’ho deuz ket ar galloud da zibri. (11) Corfou an anevaled euz a bere ar goad a vez kasset d’al leac’h santel gant ar beleg-braz, evit ar pec’hed, a vez devet er meaz euz a leur-gear. (12) Dre-ze Jesus ive, evit santifia ar bobl dre he oad he-unan, hen deuz souffret en diaveaz a gear. (13) Deomp eta er meaz euz a leur-gear, evit mond d’he gaoud, o tougen he zismegans. (14) Rag n’hon euz kear peurbadus e-bed var an douar-man, mes klask a reomp an hini da zond. (15) Offromp eta heb ehan da Zoue, dre Jesus, eur sacrifis a veuleudi, da lavaret eo, ar frouez euz muzellou hag a anzav he hano. (16) Ha na ankounac’hait ket ober vad ha rei euz ho tanvez ; rag ar seurt sacrifisou-ze a blij da Zoue. (17) Sentit ouz ho renerien ha plegit dezhe, rag ar re-ze a ziwall hoc’h eneou, evel tud hag a dle renta count anezhe, evit ma c’hellint hen ober gant joa ha n’e ket en eur huanadi ; rag an dra-ze a vezfe domajus evidoc’h.

(18) Pedit evidomp, rag ni a gred penaos hon euz eur goustians vad, o teziroud en em gundui ervad en pep tra. (19) Hag hoc’h exhorti a ran d’hen ober gant sul-vui a nerz, evit ma vezin rentet deoc’h kentoc’h a ze.

(20) Hogen, ra zeuio Doue ar peoc’h, pehini hen deuz digasset adare euz a-douez ar re varo hon Aotrou Jesus, ar Pastor Souveren euz an denved, dre ar goad euz eun allians etemel, (21) da renta ac’hanoc’h parfet en peb oeuvr vad, ma reot he volontez, oc’h ober he-unan enoc’h ar pez a zo agreabl dirazhan, dre Jesus-Christ, da behini ar gloar da viken ! Amen.

(22) Me ho ped, breudeur, da zupporti ar gomz-man a exhortation ; rag en ber gomzou em euz scrivet deoc’h. (23) Gouzoud a rit penaos hor breur Timoteus a zo bet lakeat en liberte ; mar teu hep-dale, e velin ac’hanoc’h assambles ganthan.

(24) Saludit hoc’h holl renerien,