hag an holl Zent. Ar re euz an Itali a zalud ac’hanoc’h. (25) Ra vezo ar c’hras ganeoc’h holl ! Amen.
AKES, servicher Doue hag an Aotron Jesus-Christ, d’an daouzec tribu a zo disperset, salud !
(2) Breudeur, kemerit evel eur sujet a joa vraz an tentationou a c’hoarvez ganeoc’h, (3) o c’houzout penaos an amprouv euz ho feiz a zigas ar batianted. (4) Mes ra zeuio ar batianted da ziskouez eur galloud parfet, evit ma veot parfet hag accomplisset, o veza ne vanko netra deoc’h.
(5) Ha mar d’euz unan-benag ac’hanoc’h hag a vank furnez dezhan, ra c’houlenno digant Doue, pehini a ro d’an holl gant largentez, direbech, hag e vezo roet dezhan. (6) Mes ra c’houlenno gant feiz, hep kaoud douetans ; rag an hini hen deuz douetans, a zo henvel ouz eun tarz-mor a vez hijet gant an avel ha taolet aman hag ahont. (7) Ne dalv ket ar boan eta da eun hevelep den beza en gortoz da gaoud eun dra-benag digant an Aotrou. (8) An den a choum he galon etre daou sonj, a zo valiant en he holl hentchou.
(9) Ra zeui ar breur a stad izel d’en em c’hlorifia, pa’z eo bet huelleet, (10) hag an hini pinvidic, pa’z eo bet izelleet, rag tremen a rai evel bleun ar yeot. (11) Rag an heol a zo savet en he nerz, hag hen deuz dizec’het al louzaouen, hag he bleun a zo deuet da gweza, hag he gened kaera zo tremenet ; evel-se e teui an den pinvidic da wenvi en he hentchou.
(12) Eürus an den a c’houzanv an dentation ; rag pa vezo bet amprouvet, e recevo ar gurunen a vuez prometet gant an Aotrou d’ar re a gar anezhan. (13) Diwallit na zeufe den da lavaret pa vez tentet : Doue eo a dent ac’hanoun ; rag Doue na hell ket beza tentet gant an drouk, hag hen he-unan na dent den ebed. (14) Mes pep hini a vez tentet pa vez douget ha sklejet gant he wall-c’hoant he--