Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/451

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
(442)


KENTA LIZER SANT PER, ABOSTOL


————


CHABISTR I.


PER, abostol Jesus-Christ, d’an estranjourien disperset e broiou Pontus, Galatia, Cappadosia, Asi ha Bithynia, (2) choazet hervez an anaoudegez hen deuz Doue an Tad euz ar pez a dle c’hoarvezoud, evit beza santifiet dre ar Spered, evit senti ouz Jesus-Christ, hag evit kaoud lod er goad hen deuz skulliet. Ra vezo cresket ar c’hras hag ar peoc’h enoc’h !

(3) Ra vezo benniget Doue ha Tad hon Aotrou Jesus-Christ, pehini, hervez he drugarez vraz, hen deuz hon lakeat da c’henel a-nevez da eun esperans beo dre resurrection Jesus-Christ a-douez ar re varo, (4) evit kaoud eun heritach ha na vreino biken, hep tarch e-bed, ha na ia ket da goll, hag a zo miret en envou evidomp-ni, (5) pere, dre c’halloud Doue, a zo diwallet dre ar feiz, evit ar zilvidigez, a ia da veza diskouezet en amzeriou diveza. (6) Euz a gement-man hoc’h euz levenez, petra-benag ma’z oc’h breman en dristidigez, evit eun neubeud amzer, gant meur a seurt poaniou, pa’z eo red e c’hoarvezfe kement-se, (7) evit ma teui an amprouv euz ho feiz, pehini a zo preciussoc’h eged an aour a rank perissa, hag a vez koulskoude amprouvet dre an tan, da drei da veuleudi deoc’h, da henor ha da c’hloar, e deiz donedigez Jesus-Christ, (8) pehini a garit, hep beza hen anavezet, en pehini e credit hep he velet evit c’hoas, hag en em rejouissa a rit gant eur joa ha na hell den he c’hompren, hag a zo leun a c’hloar, (9) o receo ar priz euz ho feiz, silvidigez hoc’h eneou. (10) Divarben ar zilvidigez-ze eo ho deuz enklasket gant aked hag examinet piz ar brofeted, pere ho deuz profetised divarben ar c’hras a zo enoc’h ; (11) o klask anaoud, en pe seurt amzer hag en pe seurt circonstansou, e tiskoueze Spered ar C’hrist a oa enhe, hag a rente testeni a-ziaraog, e tlie c’hoarvezoud souffransou ar C’hrist, hag ar gloar a dlie dond varlerc’h. (12) Hag e oe discleriet dezhe ne oa ket evithe ho-unan, mes evidomp-ni, e reant ho c’harg en traou-man, pere a zo bet