balamour d’ar goustians, da anduri afflictionou, en eur c’houzanv dre injustis. (20) Rag pe seurt meuleudi a zeufe deoc’h, o c’houzanv gant patianted beza skoet, pa hoc’h euz great an drouk ? Mes mar gouzanvit gant patianted poaniou evit beza great ar mad, kement-se eo a ra plijadur da Zoue. (21) Rag da gement-se ive eo ez oc’h bet galvet, rag ar C’hrist ive hen deuz gouzanvet evidoc’h, o lezel ganeoc’h eur skouer, evit ma teuot da heuil he roudou ; (22) hen pehini n’hen deuz great pec’hed e-bed, hag e genou pehini n’euz bet kavet faozentez e-bed ; (23) hen pehini na rente outrach e-bed d’ar re a outraje anezhan ; ha pa vije gwall-dretet, na c’hourdrouze ket, mes a leze kement-se etre daouarn an hini a varn gant justis ; (24) hen pehini hen deuz douget hor pec’hejou en he gorf var ar groaz, evit ma teuimp, o veza maro d’ar pec’hed, da veva d’ar justis, ha dre c’houliou pehini ez oc’h bet pareet. (25) Rag c’houi a oa evel denved dianket ; mes breman ez oc’h distroet da gaoud ar Pastor hag an Evesaer euz hoc’h eneou.
RAGEZ, bezit evel-se ive sentus e-kenver ho priejou, evit, mar d’euz lod anezhe ha na zentont ket ouz ar ger, ma vezint gounezet heb ar ger, dre gomportamant ho gragez ; (2) pa velint ho comportamant pur ha leun a respet. (3) Diwallit ne vez hoc’h ornedigez an hini a-ziaveaz, en ho pleo pentet, pe en hoc’h ornamanchou aour, pe er feçon d’en em viska, (4) mes ra vezo hoc’h ornedigez an den kuzet en diabarz ar galon, eur spered a zousder hag a beoc’h, eun ornamant ha na zeu ket da wenvi, hag a zo talvouduz braz dirag Doue. (5) Rag evel-se en em orne ive gwech-all ar gragez santel, pere a oa ho esperans en Doue, o senti ouz ho friejou ; (6) evel Sara pehini a zente ouz Abraham, o c’hervel anezhan he Aotrou. Da honnes eo e teuit da veza bugale, oc’h ober ar mad, hag o tiwall ne zeufe spount e-bed d’ho trubuilla.
(7) Ezec’h, evel-se ive en em gomportit gant furnez e-kenver ho kragez, evel e-kenver eur c’hrouadur semploc’h, en eur renta henor dezhe, pa’z eo gwir ec’h heritint ganeoc’h euz ar c’hras a vuez ; evit na zeui netra d’hoc’h herzel da bedi.