Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/464

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
455
I. S. IAN, II.

gourc’hemen nevez, ar pez a zo gwir enhan hag enoc’h, rag an devalijen a dremen, hag ar gwir sclerijen a zo dija o lugerni. (9) An neb a lavar ema er sclerijen, hag hen deuz kâs ouz he vreur, a zo c’hoas breman en devalijen. (10) Neb a gar he vreur, a choum er sclerijen, ha n’euz netra enhan hag a hell hen lakaad da gweza. (11) Mes an hini hen deuz kâs ouz he vreur, a zo en devalijen, hag a vale en devalijen, ha na oar ket da beleac’h ez a, rag an devalijen he deuz dallet he zaou-lagad.

(12) Scriva a ran deoc’h, bugaligou, dre ma’z eo pardonet deoc’h ho pec’hejou abalamour d’he hano. (13) Scriva a ran deoc’h, tadou, abalamour ma hoc’h euz anavezet an hini a ao adaleg ar pen-kenta. Scriva a ran deoc’h, tud yaouank, abalamour ma hoc’h euz trec’het var an drouk-spered. (14) Scriva a ran deoc’h, bugaligou, abalamour ma hoc’h euz anavezet an Tad. Scrivet em euz deoc’h, tadou, abalamour ma hoc’h euz anavezet an hini a zo adaleg ar pen-kenta. Tud yaouank, scrivet em euz deoc’h, abalamour m’az oc’h krenv, ha ma choum ger Doue enoc’h, ha ma hoc’h euz trec’het var an drouk-spered. (15) Na garit ket ar bed, nag an traou a zo er bed. Mar d’euz unan-benag hag a gar ar bed, karantez an Tad n’ema ket enhan ; (16) rag kement a zo er bed, droug-ioul ar c’hig, droug-ioul an daou-lagad, hag ourgouil ar vuez, na zeu ket euz an Tad, mes euz ar bed. (17) Hag ar bed a dremen, hag he zroug-ioul ive ; mes an hini a ra bolontez Doue a choum da viken.

(18) Bugaligou, hou-man eo an heur diveza ; hag evel ma hoc’h euz klevet e tle dond an Ante-Christ, brema dija ez euz meur a ante-christ ; dre eno ec’h anavezomp ema an heur diveza. (19) Eat int er meaz euz hon touez, mes ne oant ket euz hon re-ni ; rag ma vijent bet euz hon re-ni, e vijent choumet ganeomp, mes kement-se a zo c’hoarvezet evit ma vije discleriet penaos n’int ket holl euz hon re-ni. (20) Evidoc’h-hu a-berz an Hini santel eo hoc’h euz recevet an onction, hag ec’h anavezit pep tra. (21) Scrivet em euz deoc’h n’e ket abalamour na ouzoc’h ket ar wirionez, mes abalamour ma c’hanavezit anezhi, hag abalamour na zeu gaou e-bed euz ar wirionez. (22) Piou eo ar gaouiad, nemed an hini a nac’h penaos Jesus eo ar C’hrist ? Hennes eo an ante-christ, pehini a nac’h an Tad hag ar Mab. (23) Kement hini a nac’h