Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/472

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
463
S. JUD.

teed ar bobl euz a zouar an Egypt, a zistrujaz goude-ze ar re na gredjont ket ; (6) ha penaos e talc’h ereet gant chadennou eternel e-kreiz an devalijen, evit beza barnet en devez braz, an elez pere n’ho deuz ket miret ho stad kenta, hag ho deuz dilezet ho demeurans ho-unan. (7) Evel Sodom ha Gomorrh, hag ar c’heariou divar dro, pere a oa en em roet d’ar memeus impurete evelthe, ha da bec’hejou enep an natur, a zervich da exempl, o c’houzanv ar boan euz a eun tan eternel ; (8) ar re-ze ive, sebeliet en ho hunvreou, a zeu da zaotri ho c’hig, da zisprijout an otorite ha da wall-gomz divarben ar c’hargou huel. (9) Hogen, Mikeal, an arc’heal, pa zispute gant an diaoul divarben corf Moises, na gredaz ket rei eur setans a valloz ; mes lavaret a reaz : Ra zeui an Aotrou da repren ac’hanoud. (10) Mes ar re-man a zroug-prezeg euz a gement na anavezont ket ; hag en traou a ouzont dre natur, en em gorrompont evel loened privet a rezon. (11) Malheur dezhe ! rag heulliet ho deuz hent Caïn ; rag en em roet int d’ar pez hen deuz dallet Balaam, ar garantez direiz euz an arc’hant ; hag en em gollet int dre eur revolt henvel ouz hini Core. (12) Tarchou int en ho prejou a garantez, o vaga ho c’horf hep damanti, pa zeuont da zebri assambles ganeoc’h ; ar re-ze a zo goabrennou hep dour, taolet ha distaolet gant an avel ; gwez erruet da fin an diskar-amzer, difrouez, diou wech maro ha dic’hriziennet ; (13) ar re-ze a zo tarzou-mor spountus, hag a daol an eonen euz ho louzdoni ; stered-red evit pere an devalijen a zo destinet da virviken. (14) Divarben ar re-ze eo hen deuz profetizet Enoch ar seizved den adaleg Adam, en eur lavaret : (15) Setu, an Aotrou a zo deuet gant he viriadou santel evit ober eur varn a-enep ah holl, hag evit kendrec’hi an holl dud impi, euz an holl oberou a impiete ho deuz great, hag euz an holl draou noazuz ho deuz lavaret ar bec’herien impi a-enep dezhan. (16) Tud int ha ne reont nemed murmuri, hag en em glem bepred, pere a gerz hervez ho c’hoantou diroll ; ho genou a gomz gant ourgouil, ha dre interest e reont stad euz an dud a galite.

(17) Mes c’houi, breudeur karet meurbed, dalc’hit memor euz ar c’homzou a zo bet lavaret araog gant ebestel hon Aotrou Jesus-Christ : (18) pere a lavare deoc’h e vije goaperien en