Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/479

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
470
APOCALYPS, V.

ouz eur mean emeraud. (4) En-dro d’an tron e oa pevar-var-n’ugent tron all ; ha var an troniou-ze e veliz pevar-var-n’ugent den Ancien azezet, gwisket gant dillad gwenn, ha var ho fen e oa curunennou aour. (5) Hag euz an tron e teue luc’hed, ha kurunou ha moueziou ; ha dirag an tron e teve seiz lamp ardant, pere a zo ar seiz spered a Zoue. (6) Bez’ e oa ive dirag an tron eur mor gwer henvel ouz cristal, hag e-kreiz an tron hag en-dro d’an tron, pevar aneval leun a zaou-lagadou araog hag adren. (7) Ar c’henta aneval a oa henvel ouz eul leon ; an eil aneval a oa henvel ouz eul leue ; an trede aneval hen doa eur vizach henvel ouz hini eun den ; hag ar pevare aneval a oa henvel ouz eun egl o nijal. (8) Hag ar pevar aneval ho doa pep hini anezhe c’houec’h askel, hag en-dro hag en diabarz e oant leun a zaou-lagadou ; ha ne ehanent, noz-deiz, da lavaret : Santel, santel, santel eo an Aotrou Holl-C’halloudec, an hini a oa, a zo, hag a vezo ! (9) Hag e-pad ma oa an anevaled- se o rei gloar hag henor hag actionou a c’hras d’an hini a oa azezet var an tron, d’an hini a zo beo da virviken, (10) ar pevar-var-n’ugent Ancien en em brosterne dirag an hini a oa var an tron hag ec’h adorent an hini a zo beo da virviken, hag e taolent ho c’hurunennou dirag an tron, en eur lavaret : (11) Dign oud, Aotrou da receo ar gloar, hag an henor hag ar galloud ; rag te ec’h euz crouet pep tra, ha dre da volontez eo emaint, hag ez int bet crouet


CHABISTR V.



NEUZE e veliz en dorn deo an hini a oa azezet var an tron, eul levr scrivet en diabarz hag en diaveaz, siellet gant seiz siel. (2) Gwelet a riz ive eun eal galloudus, o crial gant eur vouez krenv : Piou a zo dign da zigeri al levr, ha da zistaga he ziellou ? (3) Ha ne oa den en env, na var an douar, na dindan an douar hag a helle digeri al levr, na sellet outhan. (4) Ha me a gommansaz da ouela dourec, abalamour na oe kavet den e-bed dign da zigeri al levr, na d’hen len, na da zellet outhan. (5) Hag unan euz ar re Ancien a lavaraz d’in : Na ouel ket ; setu, al leon, pehini a zo euz a dribu Juda, euz a c’hrizien David, hen deuz trec’het evit digeri al levr ha distaga ar seiz siel anezhan. (6) Hag e selliz, hag e veliz e-kreiz an tron hag ar pevar aneval, hag e-kreiz ar re Ancien, eun Oan