Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/480

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
471
APOCALYPS, VI.

pehini a oa eno evel pa vije bet lazet ; beza hen doa seiz corn ha seiz lagad, pere eo ar seiz Spered a Zoue, kasset dre ar bed holl. (7) Hag hen a zeuaz, hag e kemeraz al levr euz a zorn deo an hini o oa azezet var an tron. (8) Ha pa hen doe kemeret al levr, ar pevar aneval hag ar pevar-var-n’ugent den Ancien en em brosternaz dirag an Oan, ha gant pep hini anezhe telennou ha besseliou aour leun a draou a c’houez-vad, pere eo pedennou ar Zent. (9) Hag e canent eur c’hantic nevez, en eur lavaret : Dign oud da gemeret al levr, ha da zigeri he ziellou ; rag te a zo bet lazet, hag ec’h euz hor prenet da Zoue gant da oad, euz a bep tribu, euz a bep langach, a bep pobl, hag a bep bro, (10) hag ec’h euz great ac’hanomp rouane ha beleien d’hon Doue ; hag e renimp var an douar. (11) Neuze e selliz, hag e kleviz mouez kalz a elez en-dro d’an tron ha d’an anevaled ha d’ar re Ancien ; hag an niver anezhe a oa meur a vilion. (12) Lavaret a reant a vouez huel : Dign eo an Oan a zo bet lazet da receo galloud, ha pinvidigez, ha furnez, ha nerz, hag henor, ha gloar, ha meuleudi. (13) Klevet a riz ive an holl grouadurien a zo en env, var an douar, ha dindan an douar, nag ar re a zo er mor, hag an holl draou a zo enhe, o lavaret : D’an hini a zo azezet var an tron, ha d’an Oan, ar veuleudi, hag an henor, hag ar gloar, hag ar galloud da virviken. (14) Hag ar pevar aneval a lavare ; Amen. Hag ar pevar-var-n’ugent den Ancien en em brosternaz hag a adoraz an hini a vev da virviken.


CHABISTR VI.



HA me a zellaz, pa hen doe digoret an Oan ar ziellou, hag e kleviz unan euz ar pevar aneval o lavaret gant eur vouez evel ar gurun : Deuz, ha gwel. (2) Hogen, sellet a riz, hag e veliz eur marc’h gwenn, hag an hini a oa var he gein a oa eur warec ganthan, hag e oe roet dezhan eur gurunen, hag ez eaz evel unan custum da drec’hi, hag o vond da c’hounid ar victor.

(3)Ha pa hen doe an Oan digoret an eil siel, e kleviz an eil aneval o lavaret : Deuz, ha gwel. (4) Hag e teuaz er meaz eur marc’h all a liou an tan ; ha d’an hini a oa var he gein e oe roet ar galloud da gas kuit ar peoc’h divar an douar, evit ma teuje an dud d’en em laza an eil egile ; hag e oe roet dezhan eur c’hleze braz.