Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/486

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
477
APOCALYPS, XI.

curun, ha na scriv ket anezhe. (5) Hag an eal em boa gwelet en he za var ar mor ha var an douar, a zavaz he zorn etrezeg an env, (6) hag a douaz dre an hini a zo beo da viken, pehini hen deuz crouet an env hag an traou a zo enhan, an douar hag an traou a zo enhan, ar mor hag an traou a zo enhan, penaos na vije mui a amzer, (7) mes en deiziou ma roje ar seizved eal he vouez da glevet, pa zonje gant an drompil, e vije accomplisset myster Doue, evel ma hen doa discleriet d’ar brofeted, he zervicherien. (8) Hag ar vouez em boa kievet euz an env a gomzaz c’hoas ouzin, hag a lavaraz d’in : Kea, kemer al levr bihan a zo digor en dorn an eal a zo en he za var ar mor, ha var an douar. (9) Mond a riz da gavoud an eal, hag e liviriz dezhan : Ro d’in al levr bihan ; hag hen a lavaraz d’in : Kemer, ha debr anezhan ; karga a raio da entraillou a c’hoervder ; mes en da c’henou e vezo dous evel mêl. (10) Hag e kemeriz al levr bihan euz a zorn an eal, hag e tebriz anezhan ; hag e oe em genou dous evel mêl, mes pa em boe lounket anezhan, va entraillou a oe leun a c’hoervder. (11) Neuze e lavaraz d’in : Red eo d’id profetisa c’hoas divarben kalz a boblou, a nationou, a langachou hag a rouane.


CHABISTR XI.



NEUZE e oe roet d’in eur gorzen henvel ouz eur wialen ; hag an eal a zeuaz, hag a lavaraz : Sav, ha deuz da vuzuri templ Doue, hag an aoter, hag ar re a zo eno oc’h adori. (2) Mez lez ar porz a zo a-ziaveaz an templ, ha na vuzur ket anezhan ; rag roet eo bet d’ar Jentiled ; hag int a flastro gant ho zreid ar gear zantel e-pad daou vis ha daou-ugent. (3) Ha me a roio d’am daou dest ar galloud da brofetisa, e-pad mil daou c’hant ha tri-ugent devez, gwisket gant sier. (4) Ar re-man eo an diou olivezen, hag an daou gantoleur pere en em zalc’h dirag Aotrou an douar. (5) Ha ma fell da unan-benag ober droug dezhe, e teuio er meaz euz ho genou tan hag a zevoro ho inimied ; rag mar fell da unan-benag ober droug dezhe, e ranko perissa evel-se. (6) Beza ho deuz ar galloud da zerri an env, evit na rai ket a c’hlao, e-pad ma profetizint ; ha beza ho deuz ar galloud da drei an dour en goad, ha da skei an douar a bep seurt gwalennou, ken alies ha ma fell dezhe.