OGEN, eur sin braz a oe
gwelet en env, eur vreg
gwisket gant an beol, hag al
loar dindan he zreid, ha var
he fen eur gurunen a zaouzec
stereden. (2) Brazez e oa, hag e
crie gant ar goentrou hag ar
boan o wilioudi. (3) Eur sin all
a oe gwelet ive en env : setu
eun aerouant braz liou an tan,
hag hen doa seiz pen ha deg
corn, ba seiz curunen var he
bennou ; (4) hag he lost a gasse
ganthan an drederen euz a
stered an env, hag ho zaolaz
d’an douar. Neuze an aerouant a choumaz en he za dirag
ar vreg a oa prest da wilioudi,
evit devori he bugel pa vije
ganet ganthi. (5) Hogen genel
a reaz eur mab, pehini a dlie
gouarn an holl boblou gant
eur wialen houarn, hag he bugel a oe savet d’an neac’h etrezeg Doue hag etrezeg he dron ;
(6) hag ar vreg a dec’haz en eun
dezert, en pe leac’h hen doa
preparet Doue eur plas dezhi,
evit ma vije maget eno e-pad
mil daou c’hant ha tri-ugent
devez.
(7) Neuze e oe eur brezel en env. Mikeal hag he elez a gombatte a-enep an aerouant ; hag an aerouant a gombatte gant he elez. (8) Hag elez an aerouant ne oent ket ar c’hrenva, ha ne oe mui kavet ho flas en env. (9) Hag an aerouant braz, ar serpant koz, galvet an diaoul ha Satan, pehini a drompl ar bed holl, a oe sklapet var an douar, hag he elez a oe taolet d’an traon assambles ganthan. (10) Neuze e kleviz en env eur vouez vraz, hag a lavare : Breman eo deuet ar zilvidigez hag an nerz, ha rouantelez hon Doue, ha galloud he Ghrist ; rag tamaller hor breudeur, an hini a damalle anezhe noz-deiz dirag hon Doue, a zo bet taolet d’an traon. (11) Trec’het ho deuz anezhan dre oad an Oan, ha dre ar ger da behini ho deuz rentet testeni, ha n’ho deuz ket karet ho buez en tu-all d’armaro. (12) Rag-se en em rejouissit, envou, ha c’houi pere a zo enhe o choum. Mameur deoc’h-hu pere a choum var an douar ha var ar mor ; rag an diaoul a zo diskennet etrezeg enoc’h gant eur goler vraz, o c’bouzout penaos eo arru her be amzer.
(13) Hogen, pa velaz an aerouant e oa bet taolet d’an douar, e redaz varlerc’h ar vreg pehini he doa ganet eur mab. (14) Mes roet e oe d’ar vreg diou-askel an egl braz, evit ma c’halje nijal d’an dezert, d’he flas he-unan, e pe leac’h e oe maget e-pad eun amzer, hag amzeriou, hag an hanter euz