eun oan, hag al loen-ze a gomze evel eun aerouant. (12) Gouarn a rea gant holl c’halloud al loen kenta en he brezans, ha lakaad a rea an douar hag ar re holl a zo o choum varnezhan da adori al loen kenta, a behini ar gouli marvel a oa bet pareet. (13) Hag ober a rea burzudou braz, beteg lakaad tan da zisken euz an env d’an douar, dirag daou-lagad an dud. (14) Ha trompla a rea an dud a oa var an douar, dre ar burzudou a oe roet ar galloud dezhan da ober dirag al loen, o lavaret d’an dud euz an douar ober eun imach d’al loen, pehini goude beza bet taol ar maro digant ar c’hleze, a oa c’hoas en buez. (15) Hag e oe roet dezhan ar galloud da rei buez da imach al loen, evit ma teuje imach al loen da gomz, hag e lekeaz laza ar re holl ne adorent ket imach al loen. (16) Hag ober a rea d’an holl, bihan ha braz, paour ha pinvidic, tud libr pe esclaved, kemer eur merk var ho dorn deo, pe var ho zal. (17) Ha den na helle prena na gwerza, nemed an hini hen doa ar merk pe an hano euz al loen, pe an niver euz he hano. (18) Aman ema ar furnez. An hini hen deuz intentamant, ra gounto an nombr euz al loen, rag eun nombr a zen eo, hag an niver anezhan a zo c’houec’h kant c’houec’h ha tri-ugent.
OUDE-ZE e selliz, hag e
veliz an Oan en he za
var menez Sion, ha ganthan
kant pevar ha daou-ugent mil
den, pere ho doa hano he Dad
scrivet var ho zal. (2) Hag e
kleviz eur vouez euz an env,
henvel ouz trouz an doureier
braz, hag henvel ouz trouz eur
gurun vraz, hag e kleviz eun
trouz a delennerien o son gant
ho zelennou. (3) Hag e canent
evel eur c’hantic nevez dirag
an tron, ha dirag ar pevar
aneval hag ar re Ancien ; ha
den na helle diski ar c’hantic-se, nemed ar c’hant pevar ha
daou-ugent mil, pere a zo bet
prenet euz an douar. (4) Ar re-ze eo ar re n’int ket bet en
em souillet gant merc’hed ;
rag gwerc’h int. Ar re-ze eo
ar re a heuil an Oan, pe leac’h-benag ma’z a. Ar re-ze eo ar
re a zo bet prenet a-douez an
dud, evel ar c’henta-frouez da
Zoue ha d’an Oan ; (5) hag en ho
genou n’euz ket bet kavet a
faozentez ; rag dinam int dirag tron Doue.
(6) Hag e veliz eun eal all o nijal dre greiz an env, hag an Aviel eternel ganthan, evit he brezeg d’ar re a zo o choum