Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/493

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
484
APOCALYPS, XVI.

mamennou an doureier ; hag e oent troet en goad. (5) Hag e kleviz eal an doureier, o lavaret : Te a zo just, Aotrou, pehini a zo, pehini a oa ha pehini a vezo santel, abalamour ma ec’h euz barnet evel-se. (6) Abalamour m’ho deuz skulliet goad ar zent hag ar brofeted, ec’h euz roet dezhe goad da eva, hag her meritout a reont. (7) Hag e kleviz unan all e tu an aoter, hag a lavare : Ia, Aotroü Doue Holl-c’halloudec, gwirion ha just eo da varnedigezou. (8) Hag ar pevare eal a skulliaz he scudel var an heol, hag e oe roet dezhan ar galloud da zevi an dud gant an tan. (9) Hag an dud a oe devet gant eun domder vraz, hag e vlasphemjont hano Doue, pehini hen deuz galloud var ar gouliou-ze ; ha na zistrojont ket evit rei gloar dezhan.

(10) Ar bempved eal a skulliaz he scudel var dron al loen ; hag he rouantelez a zeuaz da veza teval ; ha gant ar boan ho devoa, an dud a groge en ho zeod ho-unan gant ho dent. (11) Hag e vlasphemjont a-enep Doue an env, abalamour d’ho foaniou ha d’ho gouliou ; ha na zeuaz ket a geuz dezhe euz ho oberou.

(12) Ar c’houec’hved eal a skulliaz he scudel var ar ster vraz Euphrates ; hag he dour a zeuaz da zec’ha, evit ma vije preparet hent ar rouane euz ar Sav-heol. (13) Hag e veliz o tond er meaz euz a c’henou an aerouant, hag euz a c’henou al leon, hag euz a c’henou ar fals-profet, tri spered impur, henvel ouz gleskered. (14) Rag ar re-ze a zo sperejou diaoulou, pere a ra burzudou, pere a ia etrezeg rouane an douar hag ar bed holl, evit ho dastum assambles evit ar gombat vraz euz a zervez an Doue holl-c’halloudec. (15) Setu, e teuan evel eul laer. Eürus an hini a choum dihun, hag a vir he zillad, evit na gerzo ket en noaz, ha na vezo ket gwelet he vez. (16) Hag e oent dastumet assambles en eul leac’h galvet en hebrach Armageddon (menez an tro-kein). (17) Ar seizved eal a skulliaz he scudel en ear ; hag e teuaz eur vouez vraz euz a dempl an env, euz an tron, hag a lavare : Erruet eo an taol. (18) Hag e clioarvezaz moueziou, ha curunou, ha luc’hed, hag eur c’hren-douar braz ; ar seurt n’euz ket bet abaoe ma’z euz tud var an douar. (19) Hag ar gear vraz a oe rannet e teir loden ; diskaret e oe keariou an nationou, ha Doue a zeuaz memor dezhan euz ar gear vraz a Vabylon, evit rei dezhi calir ar gwin euz a fulor he goler. (20) Ha peb