Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/494

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
485
APOCALYPS, XVII.

enezen a dec’haz kuit, hag ar meneziou ne oent mui kavet. (21) Hag e kwezaz euz an env var an dud grizil ken pounner hag eun talant ; hag an dud a vlasphemaz a-enep Doue, abalamour d’ar grizil, rag ar gouli a reaz a oe braz meurbed.


CHABISTR XVII.



HAG unan euz ar seiz eal a oa ar seiz scudel ganthe, a zeuaz hag a lavaraz d’in : Deuz, hag e tiskouezin d’id barnedigez ar c’hast vraz, pehini a zo azezet var an doureier braz, (2) gant pehini rouane an douar ho deuz great traou mezus, ha pehini he deuz mezviet habitanted an douar gant ar gwin euz he lubricite. (3) Hag e kassaz ac’hanoun dre ar spered ebarz an dezert ; hag e veliz eur vaouez azezet var eul loen liou an tan, leun a hanoiou a vlasphem, hag he doa seiz pen ha deg corn. (4) Ar vaouez a oa gwisket gant dillad a liou pourpr ha tan, ornet gant aour, gant mein pricius ha gant perlez ; beza e oa ganthi en he dorn eur c’halir aour, leun a abominationou hag a louzdoniou he micher mezus. (5) Ha var he zal e oa scrivet eun hano : Myster, Babylon, ar gear vraz, mam an dud lubric hag abominationou an douar. (6) Gwelet a riz ar vaouez-ze mezo gant goad ar zent ha gant goad merzerien Jesus, ha pa veliz anezhi, e oenn mantret-holl. (7) Hag an eal a lavaraz d’in : Perag ez oud-de ker souezet ? Me a lavaro d’id ar myster euz ar vaouez, hag euz al loen a zoug anezhi, pehini hen deuz ar seiz pen hag an deg corn. (8) Al loen ec’h euz gwelet, a zo bet ha n’eo mui ; dleoud a ra sevel euz an abim, ha mond da goll ; hag an dud euz an douar, euz a bere an hanoiou n’int ket scrivet el levr ar vuez, adaleg crouidigez ar bed, a vezo souezet, o velet al loen, rag bet eo ha n-eo mui, daoust ha ma’z eo. (9) Aman ema an intentamant hag hen deuz furnez. Ar seiz pen a zo seiz menez, var bere ema azezet ar vaouez. (10) Beza int ive seiz roue, pemp a zo kwezet ; unan a zo beo, egile n’eo ket deuet c’hoas, ha pa vezo deuet, e tle pad neubeud a amzer. (11) Hag al loen a oa, ha n’eo mui, a zo he-unan eun eizved roue ; euz ar seiz eo, ha mond a ra da goll. (12) Hag an deg corn ec’h euz gwelet, a zo deg roue, pere n’ho deuz ket c’hoas recevet ar rouantelez ; mes, evit eun heur, e recevint, assambles gant al loen, ar galloud evel rouane. (13) Ar me-