Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/495

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
486
APOCALYPS, XVIII.

meus mennoz ho deuz, hag e roint ho galloud hag ho nerz d’al loen. (14) Combatti a raint ouz an Oan, mes an Oan a vezo treac’h dezhe, rag hen eo Aotrou an aotronez, ha Roue ar rouane ; hag ar re a zo assambles ganthan eo ar re c’halvet, ar re choazet hag ar re fidel. (15) Goude-ze e lavaraz d’in : An doureier ec’h euz gwelet, var bere eo azezet ar c’hast, a zo poblou, hag eur foul vraz, ha nationou, ha langachou. (16) Hag an deg corn ec’h euz gwelet var al loen, ho devezo kassoni ouz ar c’hast ; glac’hari a raint anezhi, lakaad a raint anezhi en noaz hag e tebrint he c’hig, hag e tevint anezhi en tan. (17) Rag Doue hen deuz lakeat en ho c’halonou ober he volontez, ha kaoud ar memeus mennoz, ha rei ar rouantelez d’al loen, bete ma vezo accomplisset komzou Doue. (18) Hogen, ar vaouez ec’h euz gwelet, eo ar gear vraz pehini a ren var rouane an douar.


CHABISTR XVIII.



GOUDE-ZE, e veliz eun eal all, o tisken euz an env, hag hen doa eur galloud braz. An douar a oe sclerijennet gant he c’hloar. (2) Hag e criaz krenv hag a vouez huel, hag e lavaraz : Kwezet eo, Babylon ar gear vraz, kwezet eo, ha deuet eo da veza demeurans an drouk-sperejou, hag eur plas a repu da bep spered louz, hag eur gaoued da bep lapous louz hag heuzus. (3) Rag an holl nationou ho deuz evet euz a win a fulor euz he lubricite, ha rouane an douar a zo en em roet d’al lubricite ganthi ; ha marc’hadourien an douar a zo en em binvidikeet gant an abondans euz he zraou kaer.

(4) Goude-ze e kleviz eur vouez all euz an env, hag a lavare : It kuit er meaz anezhi, va fobl ; gant aoun, o kaoud lod en he fec’hejou, n’ho pefe ive lod en he gouliou ; (5) rag he fec’hejou a zo savet beteg an env, ha Doue hen deuz bet memor euz he fallenteziou. (6) Grit dezhi evel ma he deuz great deoc’h, rentit dezhi en doubl kement he deuz great deoc’h. Er memeus calir m’he deuz roet deoc’h da eva, roit dezhi da eva, daou c’hement-all. (7) Kement ha ma’z eo en em roet d’an ourgouil ha ma’z eo en em veuzet en delisou, roit dezhi ive kement-all a enkrez hag a c’hlac’har, rag lavaret a ra en be c’halon : Azezet oun evel eur rouanez, ha n’oun ket intanvez, ha na velin ket ar c’haon. (8) Abalamour da ze he gouliou, ar