Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/497

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
488
APOCALYPS, XIX.

sklapaz anezhan er mor, en eur lavaret : Evel-se e vezo taolet d’an traon Babylon, ar gear vraz, ba den na hello mui he c’havout. (22) Ha moueziou an delenerien, hag ar vusicianed, hag ar fleüterien, hag an drompillerien na vezint mui klevet enoud ; ha micherour e-bed, a be seurt micher-benag ec’h hell beza, na vezo mui kavet enoud ; ha trouz ar mean milin na vezo mui klevet enoud. (23) Ar sclerijen euz ar goulou na skedo mui enoud, ha mouez an ozac’h-yaouank hag ar vreg-yaouank na vezo mui klevet enoud ; rag da varc’hadourien a oa ar re vraz euz an douar ; rag dre da zorselachou an holl nationou a zo bet tromplet ; (24) rag enhi eo bet kavet goad ar brofeted hag ar zent, hag ar re holl a zo bet lakeat d’ar maro var an douar.


CHABISTR XIX.



GOUDE-ZE e kleviz evel mouez eun niver braz a dud, en env, hag e lavarent : Alleluia ! (Meulit Doue.) Ar zilvidigez, hag ar gloar, hag an henor, hag ar galloud d’an Aotrou hon Doue ! (2) Rag gwirion ha just eo he varnedigezou, rag barnet hen deuz ar c’hast vraz, pehini a gorrompe an douar gant he lubricite, hag hen deuz venjet goad he zervicherien a oa bet skulliet gant he dorn. (3) Hag e leverjont adare : Alleluia ! hag he moged a zav da virviken. (4) Hag ar pevar-var-n’ugent den Ancien, hag ar pevar aneval en em brosternaz, hag a adoraz Doue a oa azezet var an tron, en eur lavaret : Amen, Alleluia ! (5) Hag eur vouez a zeuaz euz an tron, hag a lavare : Meulit hon Doue, c’houi holl, he zervicherien, ha c’houi pere hoc’h euz doujans evithan, bihan ha braz. (6) Hag e kleviz evel mouez eur bobl vraz, hag evel mouez kalz a zoureier, hag evel mouez curunou braz, pere a lavare : Alleluia ! rag an Aotrou Doue, an Doue Holl-c’halloudec a ren. (7) En em rejouissomp, ha diskouezomp hon levenez, ha rentomp gloar dezhan ; rag deuet eo eured an Oan, hag he bried a zo en em gempennet. (8) Hag ez eo bet roet dezhi d’en em viska gant lien fin, pur ha gwenn-kan, rag al lien fin eo justis ar zent. (9) Neuze an eal a lavaraz d’in : Scriv : Eürus ar re a zo galvet d’ar banket euz a eured an Oan ! Lavaret a reaz d’in ive : Ar re-ze eo gwir gomzou Doue. (10) Ha me en em daolaz d’he dreid evit