Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/501

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
492
APOCALYPS, XXII.

Sav-heol, teir dor ; var-zu an Hanter-noz, teir dor ; var-zu ar C’hreisteiz, teir dor ; var-zu ar C’huz-heol, teir dor. (14) Moger ar gear he doa daouzec fondation, var bere hanoiou daouzec abostol an Oan. (15) Hag an hini a gomze ouzin hen doa eur gorzen aour evit muzuri ar gear, hag he dorojou, hag he moger. (16) Ar gear he doa pevar c’horn, ha keit e oa he hed hag he lec’hed ; hag hen a vuzuraz ar gear gant he gorzen, daouzec mil stad a bep costez ; he hed, he lec’hed hag he huelded a oa keit ha keit. (17) Muzuri a reaz ive ar voger, pevar ilinad ha seiz ugent, diouz mezur eun den, pihini a oa hini an eal. (18) Ar voger a oa great gant mein jasp, mes ar gear a oa aour pur, henvel ouz gwer pur. (19) Ha fondationou moger ar gear a oa ornet gant a bep seurt mein precius. Ar c’henta fondation a oa euz a jasp ; an eil, euz a zaphir ; an trede, euz a galsedoin ; (20) ar pevare a emeraud ; ar bempved, euz a zardonix ; ar c’houec’hved, euz a zardius ; ar seizved, euz a grysolith ; an eizved, euz a beryl ; an naoved, euz a dopaz ; an decved, euz a ghrysopraz ; an unecved, euz a hyacinth ; hag an daouzecved, euz a amethyst. (21) An daouzec dor a oa daouzec perlezen ; pep dor a oa great gant eur berlezen hep-ken, hag ar blasen euz ar gear a oa euz a aour pur henvel ouz gwer pur. (22) Ne veliz templ e-bed enhi ; rag an Aotrou Doue holl-c’halloudec hag an Oan eo an templ anezhi. (23) Hag ar gear n’he deuz ket a ezom euz an heol, nag euz al loar evit he sclerijenna ; rag gloar Doue a sclerijen anezhi, hag an Oan eo he goulou. (24) Hag an nationou a vezo bet salvet, a valeo diouz he goulou, ha rouane an douar a gasso enhi ho gloar hag ho henor. (25) He dorojou na vezint ket serret bemdez, rag eno ne vezo noz e-bed. (26) Digasset e vezo di gloar hag henor an nationou. (27) Ha na antreo ebarz netra a impur, na den hag en em ro d’an traou abominabl ha d’ar gevier ; mes ar re-ze hep-ken pere a zo scrivet el levr a vuez euz an Oan.


CHABISTR XXII.



GOUDE-ZE, an eal a ziskouezaz d’in eur rivier a zour beo, sclear evel cristal, hag a zeue er meaz euz a dron Doue hag an Oan. (2) Hag e-kreiz plasen ar gear,