Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/55

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
46
SANT VAZE, XXIII.

eun doctor euz al lezen, a c’houlennaz diganthan evit hen amprouv : (36) Mestr, pehini eo ar gourc’hemen braz euz al lezen ?

(37) Jesus a lavaraz dezhan : Karoud a ri an Aotrou da Zoue euz da holl galon, hag euz da holl ene, hag euz da holl spered. (38) Hennes eo ar c’henta hag ar gourc’hemen braz. (39) Ha setu aman an eil hag a zo henvel outhan : Karoud a ri da nessa evel-d’oud da-unan. (40) Euz an daou c’hourc’hemen-ze e talc’h an holl lezen hag ar brofeted.

(41) Hag ar Farizianed, o veza en em assamblet, Jesus a c’houlennaz diganthe : (42) Petra a zeblant deoc’h euz ar C’hrist? Da biou ez eo mab? Int a respontaz dezhan : Da Zavid. (43) Hag hen a lavaraz dezhe : Penaos eta e c’halv David anezhan, dre ar Spered, he Aotrou, en eur lavaret : An Aotrou hen deuz lavaret d’am Aotrou : (44) Azez a-zeo d’in, bete ma lakain da inimied da scabel dindan da dreid ? (45) Mar galv eta David anezhan he Aotrou, penaos ec’h hell hen beza mab dezhan ?

(46) Ha den na hellaz respont eur ger dezhan ; hag adaleg an devez-ze den na gredaz ken hen interroji.


CHABISTR XXIII.


NEUZE Jesus a gomzaz ouz ar bobl, hag ouz he ziskibien, hag a lavaraz dezhe : (2) Ar Scribed hag ar Farizianed a zo azezet var gador Moises. Mirit eta, ha grit kement a lavaront deoc’h da ober ; mes na rit ket hervez ho oberou, rag lavaret a reont, mes ne reont ket. (3) Rag eren a reont bec’hiou pounner, pere na heller ket da zougen, hag e lekeont anezhe var diou-skoaz an dud ; mes na fell ket dezhe lakaad ho biz d’ho finval. (5) Hag ober a reont ho holl oberou evit beza gwelet gant an dud ; rag ledan a reont ho phulacteriou, hag asten a reont franjou ho dillad ; (6) karoud a reont ar plasou kenta er festou, hag ar c’hadoriou kenta er sinagogou ; ha beza saludet er plasennou public, ha beza galvet gant an dud : Mestr, mestr. (8) Mes c’houi, ne lakit ket gervel ac’hanoc’h, Mestr ; rag unan hep-ken eo ho mestr, ar C’hrist ; ha c’houi holl a zo breudeur. (9) Ha na c’halvit den var an douar ho tad ; rag n’hoc’h euz nemed eun Tad hepken, an hini a zo en envou. (10) Ha na lakit ket gervel ac’hanoc’h doctored ; rag n’hoc’h euz nemed eun Doctor hep-ken, pehini eo ar C’hrist.