Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/62

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
53
SANT VAZE, XXV.

vezo ar gwelvan hag ar skrign-dent.

(31) Hogen, pa zeui Mab an den en he c’hloar, hag an holl elez santel ganthan, neuze ec’h azezo var an tron euz he c’hloar. (32) Hag an holl nationou a vezo dastumet dirazhan, hag hen a zispartio an eil diouz egile, evel ma tisparti ar mesaer an denved diouz ar bouc’hed. (33) Hag e lakaio an denved a-zeô dezhan, hag ar bouc’hed a-gleiz.

(34) Neuze ar Roue a lavaro d’ar re a vezo a-zeô dezhan : Deuit, c’houi pere a zo benniget gant va Zad, da bossedi en heritach ar rouantelez a zo bet preparet deoc’h abaoe crouidigez ar bed ; (35) rag naoun am euz bet, ha c’houi hoc’h euz roet da zibri d’in ; sec’hed am euz bet, ha c’houi hoc’h euz roet da eva d’in ; estranjour oun bet, ha c’houi hoc’h euz va digemeret ; (36) noaz e oann, ha c’houi hoc’h euz va gwisket ; klanv e oann, hag hoc’h euz va bizitet ; er prizon e oann, hag ez oc’h deuet d’am gwelet. (37) Neuze ar re just a responto dezhan : Aotrou, pegoulz hon euz-ni da velet o kaout naoun, hag hon euz roet da zibri d’id ; pe o kaout sec’hed, hag hon euz roet da eva d’id ? (38) Ha pegoulz hon euz-ni da velet estranjour, hag hon euz da zigemeret ; pe noaz, hag hon euz da wisket ? (39) Ha pegoulz hon euz-ni da velet klanv pe er prizon, hag ez omp deuet d’az kavout ? (40) Hag ar Roue a responto hag a lavaro dezhe : E gwirionez hen lavaran deoc’h, dre ma hoc’h euz great kement-se da unan euz ar re vihana-man euz va breudeur, hoc’h euz hen great d’in-me va-unan.

(41) Neuze e lavaro ive d’ar re a vezo a-gleiz : Tec’hit diouzin, tud milliget, hag it en tân eternel, a zo bet preparet evit an diaoul hag he elez ; (42) rag naoun am euz bet, ha n’hoc’h euz ket roet da zibri d’in ; sec’hed am euz bet, ha n’hoc’h euz ket roet da eva d’in ; (43) estranjour e oann, ha n’hoc’h euz ket va digemeret ; noaz e oann, ha n’hoc’h euz ket va gwisket ; klanv e oann hag er prizon, ha n’hoc’h euz ket va bizitet. (44) Ar re-man a responto ive : Aotrou, pegoulz hon euz- ni da velet o kaout naoun, pe sec’hed, pe o veza estranjour, pe en noaz, pe klanv, pe er prizon, ha n’hon euz-ni ket da zicouret ? (45) Hag hen a responto dezhe : E gwirionez hen lavaran deoc’h, pa n’hoc’h euz ket great kement-se da unan euz ar re vihana-man, n’hoc’h euz ket hen great d’in-me va-unan.